Article épinglé

Index - Meneger

Pedennoù -  Prières : Me ho salud Mari (Je vous salue Marie) Hon Tad (Notre Père) Pedennoù gant pouez-mouezh Bro Dreger - Prières avec l&#...

mardi 5 décembre 2023

Index - Meneger

Pedennoù -  Prières :

Me ho salud Mari (Je vous salue Marie)

Hon Tad (Notre Père)

Pedennoù gant pouez-mouezh Bro Dreger - Prières avec l'accent du Trégor.

Klod d'an Tad (Gloire au Père)

Ar gredo - Le credo

Pedennoù diouz ar mintin – Prières du matin

Pedennoù diouz an noz – Prières du soir

Pediñ araok ha goude ar pred - Prier avant et après le repas

Chapeled e brezhoneg, misterioù laouenn - Chapelet en breton, mystères joyeux

Pedenn sant Frañsez evit ar peoc'h - Prière de saint François pour la paix

Pedenn evit distro-skol ar vugale - Une prière pour la rentrée scolaire

Pedenn da Sant Mikael – Prière à Saint Michel

Ho pet soñj - Souvenez-vous

Pedenn da Santez Anna evit kaout ur c'hras - Prière à Ste Anne pour obtenir une grâce 

Pedenn da Sant Jozef - Prière à Saint Joseph

Pedenn da Galon Dinamm Mari - Prière au Cœur Immaculé de Marie

Pedenn ar Gensakridigezh da Varia - Prière de consécration à Marie


Ul levrig pedennoù da bellgargañ - Un livret de prières à télécharger.

Pedennoù da voulañ - Prières à imprimer


Kanaouennoù - chants :

Pedenn evit Breizh - Prière pour la Bretagne

"Va Zad ennoc’h en em fizian" - "Mon père, je m'abandonne à Toi"

Aotrou Krist - Ame du Christ en breton

Pedenn ar skaouted - Prière scoute en breton

Salve Regina e brezhoneg

Victimæ paschali laudes e brezhoneg - Séquence pascale en breton

"Ha p'am bije-me graet..." - "Moi si j'avais commis..."

Mamm vat an Esperañs - Mère de l'Espérance en breton

Ave Regina caelorum e brezhoneg

Regina caeli e brezhoneg, anjelus amzer Fask

Alma redemptoris mater e brezhoneg, antifonenn an Azvent - Antienne de l'Avent


Parabolennoù 

mardi 14 novembre 2023

Alma redemptoris mater e brezhoneg - Antifonenn an Azvent - Antienne de l'Avent


Alma Redemptoris Mater (Amzer an Azvent ha Nedeleg)


Ni ho ped, Gwerc’hez Mamm hon Salver,
A zo d’ar baradoz an nor asur
Ha sterenn ar mor,
Teurvezit hor sikour,
Skoazellit ho pobl en hec’h enkrez ;
Ganeoc’h eo bet ganet, estlamm bras d’hon natur,
An Hini en deus ho krouet.
Gwerc’hez bepred ha goude genel,
Gant salud Gabriel, resevit hon Ave,
Hag ouzhimp pec’herion ho pet truez.

Alma Redemptoris Mater,
Quæ pervia cæli porta manes,
Et stella maris,
Succurre cadenti
Surgere qui curat populo :
Tu quæ genuisti, natura mirante,
Tuum sanctum Genitorem :
Virgo prius ac posterius,
Gabrielis ab ore
Sumens illud Ave,
Peccatorum miserere


lundi 11 septembre 2023

Maodez Glanndour : ul lec'hien nevez / un nouveau site

 



Ul lec'hien evit dizoloiñ ar beleg ha barzh Maodez Glanndour, Loeiz ar Floc'h.

Un site pour découvrir le prêtre et poète Maodez Glanndour, Louis Le Floc'h.

Pedit ho mignoned / Invitez vos amis.

jeudi 29 juin 2023

Devezh koun e Koad Kev : ha goude ? Commémoration à Koat Keo : et après ?

Brezhoneg - Français


Un devezh brav-tre oa bet e Koad Kev d'ar 1añ a viz Mae evit kounlid an Aotrou Perrot (skeudennoù e traoñ).

Tregont den bennak a oa e-tal ar Groaz ruz evit pediñ, ha goude un tammig ouzhpenn kant den a oa e Koad Kev. Eno eo bet lidet brav an oferenn, ad orientem, e brezhoneg gant kiriale e gregorian, kantikoù e brezhoneg, un brezegenn e brezhoneg, ha gant bombard hag ograoù. An dud a oa laouen tre, lod a lavaras ne oa ket bet gwelet un oferenn ken brav abaoe pell e Skrigneg !

 Trugarez vras d'an dud o deus sikouret evit se : ar beleg, ar ganerien, sonerien, kurusted etc. Bennozh Doue dezho !

Goude an oferenn, debret hon eus e ti Mari Glazioù hag an aergelc'h oa plijus-tre etre an dud hag a drugarez d'ar sonerien. Er fin tud o deus kemeret ar gomz evit testeniañ etc.

Diskouezet eo bet relegennoù an Aotrou Perrot staliet e-barzh ar chapel e-pad an devezh gant an Aotrou Caouissin. Trugarez dezhañ ! 


La commémoration du 1er mai à Koat Keo fut une très belle journée (photos plus bas).

Une trentaine de personnes se sont retrouvées près de la Croix rouge pour prier, puis un peu plus d'une centaine à la chapelle de Koat Keo. La messe fut très belle : ad orientem, en breton avec le kyriale en gregorien, cantiques en breton, sermon en breton, et avec bombarde et orgue. Les gens étaient très contents, beaucoup disant qu'il n'y avait pas eu une si belle messe à Scrignac depuis longtemps !

Merci beaucoup aux personnes qui ont aidé pour cela : le prêtre, les chanteurs, musiciens, enfants de choeur etc. Que Dieu les bénisse !

Après la messe, nous avons pique-niqué et l'ambiance était très plaisante notamment grâce aux musiciens. Enfin, des personnes ont pris la parole dans l'après-midi pour témoigner etc.

Pendant la journée, une exposition de reliques de l'Abbé Perrot avait été installée dans la chapelle par M. Caouissin (voir photos plus bas).


Ha goude ?

Diaes-tre oa bet aozañ an devezh-se peogwir ne oa ket niverus an dud o kemer perzh. Ha bremañ eo ret en em c'houlenn :

Petra vo gaet e 2024 ? Piv a vo a-du da sikour deomp ? 

Skrivit deomp, mar plij, a-bouezh eo :

feizhabreizh.bzh@gmail.com


Et maintenant ?

Cette journée fut difficile à organiser car peu de personnes ont participé à l'organisation. Et maintenant il faut nous demander :

Que fera-t-on en 2024 ? Qui est prêt à nous aider ?

Ecrivez-nous, s'il-vous-plaît, c'est important :

feizhabreizh.bzh@gmail.com


















vendredi 28 avril 2023

Folennoù evit an oferenn / Feuilles pour la messe

 Folennoù a vo e Koat Kev evit heuliañ an oferenn met gallout a rit pellgargañ anezho :

Il y a aura des feuilles à Koat Keo pour suivre la messe mais vous pouvez les télécharger :



Ken dilun !


vendredi 21 avril 2023

Kounlid d'ar 1añ a viz Mae : perak eo bet dibabet an devezh-se ? Commémoration du 1er mai : pourquoi cette date ?

Perak eo bet dibabet ar C’hentañ a viz mae an devezh-se ?

Fellout a rae deomp aozañ an devezh-se en nevez-amzer evit ma vefe aesoc’h en em gavout er-maez. Karget e oa an deiziadurioù... Deiz gouel dedi iliz-veur Sant Kaourintin eo ar C’hentañ a viz mae en eskopti Kemper. Beleget e voe an Aotrou Perrot eno e 1903. 40 vloaz war-lerc’h e voe drouklazhet goude bezañ bet lidet oferenn gouel Sant Kaourintin e chapel Sant Kaourintin Toull-ar-Groaz.

Pourquoi avoir choisi le 1er mai pour cette journée  ?

Nous souhaitions organiser cette journée aux beaux jours pour qu’il soit plus facile de nous réunir en plein air. Le calendrier des uns et des autres était chargé… Le 1er mai est la fête de la dédicace de la cathédrale St Corentin dans le diocèse de Quimper. L’abbé Perrot y avait été ordonné prêtre en 1903. 40 ans plus tard, l’abbé Perrot tombait assassiné en revenant de dire la messe de la Saint Corentin en la chapelle Saint Corentin de Toull-ar-Groaz.






lundi 20 mars 2023

Prientiñ an devezh koun en enor an Aotrou Perrot e Koad Kev - Préparer la journée de commémoration en l'honneur de l’Abbé Perrot à Koat Keo

 Evel oa bet kemennet e miz C'hwevrer, un devezh koun e enor an Aotrou Perrot a vo d'an 1añ a viz Mae e Skrigneg.

Comme il l'avait été annoncé au mois de février, une journée de commémoration en l'honneur de l'abbé Perrot aura lieu le 1er mai à Scrignac.



Gallout a rit hiziv adwellout ar c'hantikoù a vo kanet e-pad an oferenn. Ar re a vank a vo ouzpennet a-benn nebeut.

Vous pouvez aujourd'hui réviser les cantiques qui seront chantés pendant la messe. Ceux qui manquent seront rajoutés bientôt.



Kantikoù :

1. Evel hon tadoù (nevez)





2. Kantik sant Josef


3. Gloar Deoc'h C'hwi


4. Kalon sakret Jezus


5. O aelez ar baradoz


6. Itron Varia Goat Kev


7. Da feiz hon tadoù kozh


8. Pedenn evit Breizh


9. Parce Domine


Oferenn an aelezMesse des anges :

Kyrie 

Gloria 

Kredo
 

Sanctus
 

Agnus 

Ite missa est
 


Trugarez vras d'ar re a gano ganeomp !

Un grand merci à ceux qui chanteront avec nous !

1/05/23 : Devezh koun en enor an Aotrou Perrot e Koad Kev e 2023 - Journée de commémoration en l'honneur de l’Abbé Perrot à Koat Keo





Brezhoneg - Français


80vet deiz-ha-bloaz drouklazh an Aotrou Perrot

80e anniversaire de l'assassinat de l'Abbé Perrot


Evel ma oa bet aozet e 2013, Breizhiz a aoz un devezh-koun e Skrigneg. Din ha speredel e vo en devezh-mañ en eñvor d'an Aotrou Perrot, lusket hor spered gant uhelvennad, "Feiz ha Breizh". (Ne vo ket un emvod politikel)

Comme il avait été fait en 2013, des Bretons organisent une journée souvenir, à Scrignac. Cette journée se veut spirituelle et digne, à la mémoire de l’Abbé Perrot et dans l'esprit de son idéal, "Foi et Bretagne". (ce ne sera pas une réunion politique)

D'al lun 1añ a viz Mae 2023 :

10 euremgav dirak ar Groaz ruz, kroaz e verzherinti war hent Lannuzon, tost da Gêrveguen, parking e kroazhent Lizikoad-bras. Ne vo aotreet nemet bannieloù ar Groaz-du hag ar Gwenn-ha-du.

11 eur, oferenn e chapel Koad Kev : stumm ordinal, ad orientem, e brezhoneg hag e latineg. Bez' vo levrigoù gant an droidigezh e galleg. Kasit ganeoc'h ho kadorioù-pleg.

Pedenn e-kichen ar bez : reatradenn an disakradur e 2018

- Pred 'e ti Mari glazioù' : degasit ho pred ganeoc'h eta.

- Divizoù (da resisaat)


E-pad an devezh : diskouezadur relegoù an Aotrou Perrot

(Ar c'hap hag ar vantell tarchet gwisket e-pad an drouklazh ha testoù all eus e verzherenti...)

Stalioù gant levrioù, kartennoù etc.

 

--------------------------------------------------

Le lundi 1er mai 2023

10 heures : rendez-vous à la Croix rouge, croix du martyre, route de Lannuzon, à côté de Gêrveguen, parking au carrefour avec Lizikoad-bras (seuls les Kroaz-du et les Gwenn-ha-du seront autorisés)

11 heures, messe à la chapelle de Koat Keo : forme ordinaire, ad orientem, en breton et latin. Des livrets avec la traduction permettront à tous de suivre. Prenez vos pliants.

Prière à la tombe : réparation de la profanation de 2018

Pique-nique (apportez votre nourriture)

Causeries (précisions ultérieurement)


Pendant la journée : ostension de reliques de l'abbé Perrot 

(la cape et le manteau tachés portés lors de son assassinat et d'autres objets témoins de son martyre)

Stands avec livres, cartes etc.

  

------------------------------


Skrivit din ma vo tu evidoc'h kemer perzh mar plij. Trugarez vras evit ho sikour ! Pedit ho mignoned a fiziañs !

Ecrivez-moi si vous pouvez participer s'il-vous-plaît. Merci beaucoup pour votre aide ! Invitez vos amis de confiance !



Evit kavout al lec'h evit en em gavout d'ar Groaz - Pour trouver le lieu du rendez-vous à la Croix

Daveennoù douaroniel - coordonnées géographiques :

48°25'25.3"N 3°39'03.7"W

Google map




jeudi 16 mars 2023

Kantik Itron Varia Goat Kev - Cantique Notre Dame de Koat Keo

 Ar c'hantik-mañ oa bet skrivet gant an Aotrou Perrot en 1933. Kanet e oa war an ton "Patronez dous ar Folgoat" e-pad ar pardon e Skrigneg.

Ce cantique a été écrit par l'abbé Perrot en 1933. Il était chanté sur l'air du cantique en l'honneur de Notre dame du Folgoet pendant le pardon à Scrignac.



Ur stumm all a zo war un ton all war al lec'hien Kan Iliz

Une autre version sur un autre air existe sur le site Kan Iliz


Kanet e vo ar c'hantik-mañ e Koat Kev d'an 1añ a viz Mae.

Ce cantique sera chanté à Koat Keo le 1er mai.

dimanche 12 mars 2023

Deiziadur beilhadegoù pediñ e sant Brieg - Calendrier des veillées de prière à Saint Brieuc





Beihadegoù aozet  d'an : 26-11  /  10-12  /  14-01  /  11-02  /  18-03  /  8-04 nullet/annulé : Veillées organisées


feizhabreizh.bzh@gmail.com


mercredi 1 mars 2023

Roll ar chapeled d'an 18 a viz Meurzh e sant Brieg - Programme du chapelet du 18 mars à St Brieuc

      




D'an 18 a viz Meurzh da 5 eur 30 d'an abardaez, evit pediñ asambles en Iliz-rouanez Itron Varia an Esperañs e sant Brieg.

Le 18 mars à 17h30, pour prier ensemble en breton en la basilique ND d'Espérance à St Brieuc.

Feuilles bilingues pour que tout le monde puisse suivre !


Folennoù da bellkargañ - Feuilles à télécharger :


--------------------------------------------

Roll ar veilhadeg 
Le programme de la veillée



Pasion hon Salver
Evit deskiñ an ton - Pour apprendre la mélodie : 



2 : Chapeled a geuz : 
Evit deskiñ an ton - Pour apprendre la mélodie : Diocèse de Quimper


Evit deskiñ ar pedennoù - Pour apprendre les prières :

Ar Gredo - le Credo : evit deskiñ - pour apprendre

Hon Tad - Le Notre Père : evit deskiñ - pour apprendre

Me ho salud Mari - Je vous salue Marie : evit deskiñ - pour apprendre

Klod d'an Tad - Gloire soit au Père : evit deskiñ - pour apprendre


Ave Regina caelaorum :





3. : Pedenn evit ar Breizh - Prière pour la Bretagne


  


Bretons, mettons-nous à genoux, sans nous décourager, prions Jésus-Christ de prendre pitié de notre patrie. Si la Bretagne venait à disparaître, une lumière cesserait de briller ! Que les côtes de l'Occident seraient alors sombres !

Bretons, prions de tout notre coeur pour que la Bretagne se relève dans toute sa beauté, comme jadis, avec sa langue et sa foi. Sans foi chrétienne, aucune harmonie ne peut exister dans aucun pays. Sans langue bretonne, la Bretagne non plus ne peut exister. 


Deuit niverus ha pedit ho mignoned !

Venez nombreux et invitez vos amis !


dimanche 26 février 2023

26/03 : conférence "Yann-Vari Perrot, une âme pour la Bretagne, un prêtre pour notre temps"

 Le biographe de l’abbé Perrot, Youenn Caouissin, donnera une conférence sur "Yann-Vari Perrot, une âme pour la Bretagne, un prêtre pour notre temps"

dimanche 26 mars 

chez les Sœurs Coopératrices paroissiales du Christ Roi

Maison Notre Dame de Fatima
Soeurs  C.P.C.R. - Bieuzy-Lanvaux
56330 PLUVIGNER

au cours de la récollection de carême, à partir de 9h. 

Renseignements : 02 97 56 01 69.

Inscriptions : https://www.cpcrsoeurs.org/




mardi 31 janvier 2023

Roll ar chapeled d'an 11 a viz C'hwevrer e sant Brieg - Programme du chapelet du 11 février à St Brieuc

     




D'an 11 a viz C'hwevrer da 5 eur 30 d'an abardaez, evit pediñ asambles en Iliz-rouanez Itron Varia an Esperañs e sant Brieg.

Le 11 février à 17h30, pour prier ensemble en breton en la basilique ND d'Espérance à St Brieuc.

Feuilles bilingues pour que tout le monde puisse suivre !


Folennoù da bellkargañ - Feuilles à télécharger :


--------------------------------------------

Roll ar veilhadeg 
Le programme de la veillée



Mamm vat an Esperañs
Evit deskiñ an ton - Pour apprendre la mélodie : 



2 : Chapeled a c'hloar : 
Evit deskiñ an ton - Pour apprendre la mélodie : Diocèse de Quimper


Evit deskiñ ar pedennoù - Pour apprendre les prières :

Ar Gredo - le Credo : evit deskiñ - pour apprendre

Hon Tad - Le Notre Père : evit deskiñ - pour apprendre

Me ho salud Mari - Je vous salue Marie : evit deskiñ - pour apprendre

Klod d'an Tad - Gloire soit au Père : evit deskiñ - pour apprendre




3. : Pedenn evit ar Breizh - Prière pour la Bretagne


  


Bretons, mettons-nous à genoux, sans nous décourager, prions Jésus-Christ de prendre pitié de notre patrie. Si la Bretagne venait à disparaître, une lumière cesserait de briller ! Que les côtes de l'Occident seraient alors sombres !

Bretons, prions de tout notre coeur pour que la Bretagne se relève dans toute sa beauté, comme jadis, avec sa langue et sa foi. Sans foi chrétienne, aucune harmonie ne peut exister dans aucun pays. Sans langue bretonne, la Bretagne non plus ne peut exister. 


Deuit niverus ha pedit ho mignoned !

Venez nombreux et invitez vos amis !


vendredi 27 janvier 2023

Kantik "Mamm vat an Esperañs" - Cantique "Mère de l'Espérance" en breton

 



Kanet e vo ar c'hantik er chapeled e Sant Brieg d'an 11/02

Ce cantique sera chanté au chapelet du 11/02 à St Brieuc


Gallout a rit adwelout !

Vous pouvez réviser !

mercredi 11 janvier 2023

Roll ar chapeled d'an 14 a viz Genver e sant Brieg - Programme du chapelet du 14 janvier à St Brieuc

    




D'an 14 a viz Genver da 5 eur 30 d'an abardaez, evit pediñ asambles en Iliz-rouanez Itron Varia an Esperañs e sant Brieg.

Le 14 janvier à 17h30, pour prier ensemble en breton en la basilique ND d'Espérance à St Brieuc.

Feuilles bilingues pour que tout le monde puisse suivre !


Folennoù - Feuilles :

(Difaziet gant ar Salve regina)
--------------------------------------------

Roll ar veilhadeg 
Le programme de la veillée



Ni hoc'h ador Mabig Jezus
Evit deskiñ an ton - Pour apprendre la mélodie : Diocèse de Quimper


2 : Chapeled a joa : 
Evit deskiñ an ton - Pour apprendre la mélodie : Diocèse de Quimper


Evit deskiñ ar pedennoù - Pour apprendre les prières :

Ar Gredo - le Credo : evit deskiñ - pour apprendre

Hon Tad - Le Notre Père : evit deskiñ - pour apprendre

Me ho salud Mari - Je vous salue Marie : evit deskiñ - pour apprendre

Klod d'an Tad - Gloire soit au Père : evit deskiñ - pour apprendre



3 : Salve Regina :

Salud, Rouanez, o Mari, Mamm a druez ; buhez ha douster hag esper hon c’haezhnez. Etrezek ennoc’h e kriomp e-kreiz hon arvar. Klevit hon huanad, pa c’harmomp en daeroù eus an draonienn-mañ a c’hlac’har. Troit eta war-du hon dienez, kened dispar, ho taoulagad trugarezus, hon advokadez ! Ha Jezuz, ho Mab santel, frouezh ho korf benniget, en diskouezit dimp en Neñvoù er  vuhez. Mamm ken dous ! O  ken mat ! O mamm ar joa, Itron Varia.

Salut, ô Reine, Mère de miséricorde, Douceur de notre vie, notre espérance, salut ! Enfants d'Ève, exilés, nous crions vers Toi. Vers Toi, nous soupirons, gémissant et pleurant dans cette vallée de larmes. Toi, notre avocate, tourne vers nous ton regard miséricordieux, Et, après cet exil, montre-nous Jésus, le Fruit béni de ton sein. O Clémente, ô Miséricordieuse, ô douce Vierge Marie !



4. : Pedenn evit ar Breizh - Prière pour la Bretagne


  


Bretons, mettons-nous à genoux, sans nous décourager, prions Jésus-Christ de prendre pitié de notre patrie. Si la Bretagne venait à disparaître, une lumière cesserait de briller ! Que les côtes de l'Occident seraient alors sombres !

Bretons, prions de tout notre coeur pour que la Bretagne se relève dans toute sa beauté, comme jadis, avec sa langue et sa foi. Sans foi chrétienne, aucune harmonie ne peut exister dans aucun pays. Sans langue bretonne, la Bretagne non plus ne peut exister. 




Gallout a rit lakaat ho anv amañ / Vous pouvez vous inscire ici :

(Aesoc'h e vo evit moullañ ar folennoù / Ce sera plus facile pour imprimer le bon nombre de feuilles)


Deuit niverus ha pedit ho mignoned !

Venez nombreux et invitez vos amis !