Article épinglé

Index - Meneger

Pedennoù -  Prières : Me ho salud Mari (Je vous salue Marie) Hon Tad (Notre Père) Pedennoù gant pouez-mouezh Bro Dreger - Prières avec l&#...

jeudi 29 juin 2023

Devezh koun e Koad Kev : ha goude ? Commémoration à Koat Keo : et après ?

Brezhoneg - Français


Un devezh brav-tre oa bet e Koad Kev d'ar 1añ a viz Mae evit kounlid an Aotrou Perrot (skeudennoù e traoñ).

Tregont den bennak a oa e-tal ar Groaz ruz evit pediñ, ha goude un tammig ouzhpenn kant den a oa e Koad Kev. Eno eo bet lidet brav an oferenn, ad orientem, e brezhoneg gant kiriale e gregorian, kantikoù e brezhoneg, un brezegenn e brezhoneg, ha gant bombard hag ograoù. An dud a oa laouen tre, lod a lavaras ne oa ket bet gwelet un oferenn ken brav abaoe pell e Skrigneg !

 Trugarez vras d'an dud o deus sikouret evit se : ar beleg, ar ganerien, sonerien, kurusted etc. Bennozh Doue dezho !

Goude an oferenn, debret hon eus e ti Mari Glazioù hag an aergelc'h oa plijus-tre etre an dud hag a drugarez d'ar sonerien. Er fin tud o deus kemeret ar gomz evit testeniañ etc.

Diskouezet eo bet relegennoù an Aotrou Perrot staliet e-barzh ar chapel e-pad an devezh gant an Aotrou Caouissin. Trugarez dezhañ ! 


La commémoration du 1er mai à Koat Keo fut une très belle journée (photos plus bas).

Une trentaine de personnes se sont retrouvées près de la Croix rouge pour prier, puis un peu plus d'une centaine à la chapelle de Koat Keo. La messe fut très belle : ad orientem, en breton avec le kyriale en gregorien, cantiques en breton, sermon en breton, et avec bombarde et orgue. Les gens étaient très contents, beaucoup disant qu'il n'y avait pas eu une si belle messe à Scrignac depuis longtemps !

Merci beaucoup aux personnes qui ont aidé pour cela : le prêtre, les chanteurs, musiciens, enfants de choeur etc. Que Dieu les bénisse !

Après la messe, nous avons pique-niqué et l'ambiance était très plaisante notamment grâce aux musiciens. Enfin, des personnes ont pris la parole dans l'après-midi pour témoigner etc.

Pendant la journée, une exposition de reliques de l'Abbé Perrot avait été installée dans la chapelle par M. Caouissin (voir photos plus bas).


Ha goude ?

Diaes-tre oa bet aozañ an devezh-se peogwir ne oa ket niverus an dud o kemer perzh. Ha bremañ eo ret en em c'houlenn :

Petra vo gaet e 2024 ? Piv a vo a-du da sikour deomp ? 

Skrivit deomp, mar plij, a-bouezh eo :

feizhabreizh.bzh@gmail.com


Et maintenant ?

Cette journée fut difficile à organiser car peu de personnes ont participé à l'organisation. Et maintenant il faut nous demander :

Que fera-t-on en 2024 ? Qui est prêt à nous aider ?

Ecrivez-nous, s'il-vous-plaît, c'est important :

feizhabreizh.bzh@gmail.com