Article épinglé

Index - Meneger

Pedennoù -  Prières : Me ho salud Mari (Je vous salue Marie) Hon Tad (Notre Père) Pedennoù gant pouez-mouezh Bro Dreger - Prières avec l&#...

lundi 12 décembre 2022

12 - 12 - 22 : deiz ha bloaz drouklazh an Aotrou Perrot - Anniversaire de l'assassinat de l'Abbé Perrot

 Dalc'homp soñj ! Souvenons-nous !

Pedit evit Breizh !
Priez pour la Bretagne !

Sellit ouzh ar Gedour evit lenn traoù dedennus. Regardez sur Ar Gedour pour lire des choses intéressantes.


jeudi 8 décembre 2022

Roll ar chapeled d'an 10 a viz Kerzu e sant Brieg - Programme du chapelet du 10 décembre à St Brieuc




D'an 10 a viz Kerzu da 5 eur 30 d'an abardaez, evit pediñ asambles en Iliz-rouanez Itron Varia an Esperañs e sant Brieg.

Le 10 décembre à 17h30, pour prier ensemble en breton en la basilique ND d'Espérance à St Brieuc.

Feuilles bilingues pour que tout le monde puisse suivre !


Roll ar veilhadeg 
Le programme de la veillée



Mesi, deut hep dale (Azvent)
Evit deskiñ an ton - Pour apprendre la mélodie : Kan Iliz


2 : Chapeled 

Evit deskiñ ar pedennoù - Pour apprendre les prières :

Ar Gredo - le Credo : evit deskiñ - pour apprendre

Hon Tad - Le Notre Père : evit deskiñ - pour apprendre

Me ho salud Mari - Je vous salue Marie : evit deskiñ - pour apprendre

Klod d'an Tad - Gloire soit au Père : evit deskiñ - pour apprendre



3 : Alma redemptoris Mater

Ni ho ped, Gwerc’hez Mamm hon Salver, A zo d’ar baradoz an nor asur Ha sterenn ar mor, Teurvezit hor sikour, Skoazellit ho pobl en hec’h enkrez ; Ganeoc’h eo bet ganet, estlamm bras d’hon natur, An Hini en deus ho krouet. Gwerc’hez bepred ha goude genel, Gant salud Gabriel, resevit hon Ave, Hag ouzhimp pec’herion ho pet truez.

Evit deskiñ an ton - Pour apprendre la mélodie : ici


4. Deut Salver ar bed

Evit deskiñ an pozhioù hag an ton - Pour apprendre les paroles et la mélodie :  Ici




Gallout a rit lakaat ho anv amañ / Vous pouvez vous inscire ici :

(Aesoc'h e vo evit moullañ ar folennoù / Ce sera plus facile pour imprimer le bon nombre de feuilles)


Deuit niverus ha pedit ho mignoned !

Venez nombreux et invitez vos amis !


D’an 8 a viz Kerzu : Ar werc'hez glorius Vari krouet dinamm - 8 décembre : Immaculée Conception

 

𝑶 𝑴𝒂𝒓𝒊, 𝒌𝒐𝒏̃𝒔𝒆𝒗𝒆𝒕 𝒉𝒆𝒑 𝒑𝒆𝒄’𝒉𝒆𝒅, 𝒑𝒆𝒅𝒊𝒕 𝒆𝒗𝒊𝒅𝒐𝒎𝒑 𝒂 𝒄’𝒉𝒐𝒖𝒍𝒆𝒏𝒏 𝒓𝒆𝒌𝒐𝒖𝒓 𝒐𝒖𝒛𝒉𝒐𝒄’𝒉.

Ô Marie, conçue sans péché, priez pour nous qui avons recours à vous.


Pedenn da Galon Dinamm Mari skrivet gant ar C’hardinal Sarah :

Gwerc’hez Vari santel-meurbet, Rouanez an Aeled hag ar Sent, hanterourez an holl c’hrasoù, war-dro Ho Kalon Dinamm e kavomp repu ha gwarez, rak hor Mamm oc’h. roit dimp evel ho peus hen prometet da dri fastorig Fatima, da c’houzout profañ bemdez hor buhez evit Silvidigezh ar bec’herien.

Ra dizho ho karantez vamm, ar c’halonoù kaletaet gant ar pec’hed, evit ma kavo kement den, savetaet gant gwad ho Mab skuilhet war ar Groaz, hent ar garantez, ar binijenn hag an adunvanidigezh gant Doue ha gant o breudeur. Neuze e c’hellimp kanañ holl a-gevret, hag a galon, trec’h ho Trugarez a vamm. Evel-se bezet graet.

O Mari koñsevet dinamm, pedit evidomp hag hon eus rikour warnoc’h


Prière au Cœur Immaculé de Marie écrite par le Cardinal Sarah :

Très Sainte Vierge Marie, Reine des Anges et des saints, médiatrice de toutes grâces, nous trouvons refuge et protection auprès de Votre Coeur Immaculé, car vous êtes notre Mère. Accordez-nous, comme vous l’avez promis aux trois pastoureaux de Fatima, de savoir offrir chaque jour notre vie pour le Salut des pécheurs. Que votre amour maternel touche les cœurs endurcis par le péché pour que tous les hommes, sauvés par le sang de votre Fils versé sur la Croix, trouvent le chemin de l’amour, de la pénitence et de la réconciliation avec Dieu et avec leurs frères. Alors, nous pourrons chanter tous ensemble et d’un seul cœur le triomphe de votre maternelle Miséricorde. Ainsi soit-il.

O Marie conçue sans péché, priez pour nous qui avons recours à vous.