Evel diouzh ar mintin, mui :
Evit goulenn sklerijenn da anaout hor pec’hejoù
O va Jezuz, me a c’houlenn
Kaout Diganeoc’h ar sklerijenn
Evit anaout e pet pec’hed
On bet, siwazh, hiriv kouezet.
Evit goulenn pardon :
Keuz bras am eus, o va Zalver,
Da vezañ bet eur seurt pec’her ;
Gant ho krasoù hiviziken,
Me a vevo e gwir gristen.
Evit
pediñ Jezuz-Krist hag ar Sent
Jezuz,
Mari ha Jozef, itron santez Anna, Sant Per ha sant Korantin, sant Paol, santez
Barba, Aelez ha Sent an neñvoù, me ho ped d’am difenn, ma c’hellin gant ho
sikour gounit va c’hurunenn.
Ra vo eneoù
an holl dud fidel, dre drugarez Doue, degemeret e peoc'h ar Baradoz. Amen !
Comme le matin, plus :
Pour demander de connaître ses péchés
O mon Jésus,
Je Vous demande la lumière
Pour connaître combien de péchés
M’ont fait tomber aujourd’hui.
Pour demander pardon
J’ai un grand regret, ô mon Sauveur,
D’avoir été un pécheur ;
Avec vos grâces dorénavant,
Je vivrai en vrai chrétien.
Pour
prier Jésus-Christ et les saints
Jésus, Marie et Joseph,
sainte Anne, Saint Pierre et saint Corentin, saint Paul, Sainte Barbe, les
anges et les saints du Ciel, je vous prie de me défendre, et je pourrai avec
votre aide gagner ma couronne.
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire