Article épinglé

Index - Meneger

Pedennoù -  Prières : Me ho salud Mari (Je vous salue Marie) Hon Tad (Notre Père) Pedennoù gant pouez-mouezh Bro Dreger - Prières avec l&#...

mercredi 10 juillet 2024

Pirc'hirinded Feiz e Breizh - 28 ha 29 a viz Gwengolo

 Piv a vefe laouen da ganañ ha pediñ e brezhoneg war an hent ?

Skrivit deomp evit kaout ur c'harned divyezhek : feizhabreizh.bzh@gmail.com

Enskrivadur : https://www.feiz.bzh/



samedi 18 mai 2024

Un devezh brav-kenañ ! / Une magnifique journée !

 D'an 11 a viz Mae hon eus bet un oferenn hag un devezh brav-kenañ !

80 den bennak a oa deuet evit enoriñ an Aotrou Perrot.

Bennozh Doue d'ar re o deus sikouret !

Emgav e 2025 ! Skrivit deomp evit kas ho skeudennoù ha m'ho peus c'hoant da gemer perzh e 2025 !


Le 11 mai, nous avons eu une très belle messe et une magnifique journée !

80 personnes environ sont venues pour rendre hommage à l'abbé Perrot.

Merci à tous ceux qui ont aidé !

Rendez-vous en 2025 !

 Ecrivez-nous pour nous envoyer vos photos ou pour participer l'année prochaine :

feizhabreizh.bzh@gmail.com























lundi 6 mai 2024

Folennoù evit an oferenn d'an 11/5 - Feuilles pour la messe du 11/5

 Setu ar folennoù evit disadorn. Gallout a rit pellegargañ anezho.

Voici les feuilles pour samedi que vous pouvez télécharger :





jeudi 2 mai 2024

Prientiñ an devezh koun en enor an Aotrou Perrot e Koad Kev - Préparer la journée de commémoration en l'honneur de l’Abbé Perrot à Koat Keo (edit)

 


Gallout a rit hiziv adwellout ar c'hantikoù a vo kanet e-pad an oferenn. Ar re a vank a vo ouzpennet a-benn nebeut.

Vous pouvez aujourd'hui réviser les cantiques qui seront chantés pendant la messe. Ceux qui manquent seront rajoutés bientôt.

Kantikoù :

Evit ar c'kounlid er Groaz ru :

Pedenn evit Breizh


Evit an oferenn :

1. Itron Varia Goad Kev :


2. Kantik sant Tudi

Kantik e-pad an ofertouer : Kanenn én énour d’en Aotrou sant Tudi, abad

Cantique en l'honneur de saint Tudi, abbé, patron de l'île de Groix, de Loctudy et de l'île-Tudy.

(War don pezh trouz war an douar)


I. Sant Tudi binniget, abad mil gwezh eürus, Saint Tudy béni, abbé mille fois heureux,

C'hwi a zo bet feal ha mignon da Jezuz; Vous avez été fidèle et ami de Jésus,

Intersedit 'vidomp, ni ho ped a galon; Intercédez pour nous, nous vous prions de tout cœur ;

N’ hallit ket hor refuz, rak c'hwi 'zo hor patron. Vous ne pouvez pas nous refuser, car vous êtes notre patron.


II. Dindan ho kwarnasion, ez omp bet holl lakæt; Sous votre protection, nous avons été tous mis.

A viskoazh hor parrez a zo deoc'h koñsakret. Depuis longtemps notre paroisse vous est consacrée.

Ni 'zo ho pugale, ha c' hwi a zo hon tad: Nous sommes vos enfants, et vous êtes notre père :

Bec'h ivez evidomp 'tal Doue avokad. Soyez pour nous devant Dieu avocat.

*

V.O sant Tudi eürus, kinnigit, ni ho ped Ô bien heureux saint Tudy, présentez, nous vous prions

Da Zoue hon ezhomm, ha 'vidomp dazkorit À Dieu nos besoins, et accordez-nous

Tout an holl sikourioù a zo dimp neseser Tous les secours qui nous sont nécessaire

Evit trec'hiñ Satan ha dougen ar viktoer. Pour vaincre Satan et portant la victoire.


VIC'hwi 'peus war an douar miret lezenn Doue, Vous avez sur la terre gardé la loi de notre Dieu,

Graet pinnijenn kalet evit gounit an ne : Fait rude pénitence pour gagner le ciel :

Rit dimp ivez bepred heuliañ ho skouérioù ; Donnez-nous aussi toujours de suivre vos exemples :

Disprizañ holl ar bed hag e fall lavaroù. À mépriser le monde et ses mauvaises paroles.


VIII. Ér fin ag hor buhez, o Sant Tudi eürus, À la fin de notre vie, ô bienheureux saint Tudy,

Dazkorit evidomp ur marv mat gant Jezuz, Accordez-nous une bonne mort avec Jésus,

Ma c'hallimp ganeoc'h, 'pad an eternite, Pour que nous puissions avec vous pendant l'éternité

Karout meuliñ Doue, e-kreiz joaioù an ne. Aimer et louer Dieu, au cœur des joies du ciel.



4. Adoromp holl


5. Kantik da drugarekaat / Cantique d’action de grâces : O Aelez ar baradoz


1. O Aelez ar baradoz, sellit war an aoter,

Ha gwellit pebezh enor a ra deomp hor Salver ;

Ur wech evit hor prenañ eo bet en em c'hraet den.

Ha bemdeiz 'vit hor magañ eus an neñv e tiskenn.


2. Mari,Gwir Vamm da Zoue, Mari, ma Mamm dener,

Ma sikourit da resev ho Mab ha ma Salver ;

Me n'en don siouazh ! Netra nemet pec'hed,

Met ennoc'h am eus fiziañs, o ma Mamm binniget.


3. Krouer an neñv, an douar, Doue hollc'halloudeg,

A ziskenn war an aoter dre gomzoù ar beleg ;

Un Doue kalz uheloc'h eget holl ar stered,

Dindan spesoù ken dister a zo 'n em izelaet.


Ô Anges du paradis, regardez sur l'autel,

Et voyez quel honneur nous donne notre Sauveur ;

Une (seule) fois pour nous racheter il s'est fait homme.

Et chaque jour pour nous nourrir il descend du ciel.


Marie, Vraie Mère de Dieu, Marie, ma tendre Mère,

Aidez-moi à recevoir votre Fils et mon Sauveur ;

Je ne suis, hélas ! Je ne suis que péché,

Mais en vous, j'ai confiance, ô ma Mère bénie.


Créateur du ciel, de la terre, Dieu tout-puissant,

Qui descend sur l'autel par les paroles du prêtre ;

Un Dieu plus haut que les étoiles,

S'est abaissé sous des espèces si humbles.



6. Klevit tudoù :


Oferenn an aelez - Messe des anges :

Kyrie 

Gloria 

Kredo
 

Sanctus
 

Agnus 

Ite missa est
 


Trugarez vras d'ar re a gano ganeomp !

Un grand merci à ceux qui chanteront avec nous !

vendredi 22 mars 2024

Devezh koun 2024 e Koad Kev (eurioù nevez) - Journée de commémoration 2024 à Koat Keo (nouveaux horaires)

Mignoned kêr :

Gouzout a rit n'eo ket aes kavout ur beleg dieub hag a-du evit lidañ un oferenn e Koad Kev !

A-benn ar fin an oferenn a vo da 11 eur d'an 11 a viz Mae ! Bennozh Doue !  Ar roll ar c'hantikoù a vo war ar blog a-benn nebeut.


Chers amis:

Vous savez qu'il n'est pas facile de trouver un prêtre libre et d'accord pour célébrer la messe à Koat Keo ! Finalement, la messe sera célébrée à 11 heures. Le programme des chants sera sur le blog d'ici peu.

Kasit d'ho mignoned ! Transférez à vos amis !


Trugarez vras ! Un grand merci !



 81vet deiz-ha-bloaz drouklazh an Aotrou Perrot


81e anniversaire de l'assassinat de l'Abbé Perrot


Evel ma oa bet aozet warlene, Breizhiz a aoz un devezh-koun e Skrigneg. Din ha speredel e vo en devezh-mañ en eñvor d'an Aotrou Perrot, lusket hor spered gant uhelvennad, "Feiz ha Breizh". (Ne vo ket un emvod politikel)

Comme il avait été fait l'année dernière, des Bretons organisent une journée souvenir, à Scrignac. Cette journée se veut spirituelle et digne, à la mémoire de l’Abbé Perrot et dans l'esprit de son idéal, "Foi et Bretagne". (ce ne sera pas une réunion politique)

D'ar sadorn 11 a viz Mae 2024 :

- 10 eur, emgav dirak ar Groaz ruz, kroaz e verzherinti war hent Lannuzon, tost da Gêrveguen, parking e kroazhent Lizikoad-bras. Ne vo aotreet nemet bannieloù ar Groaz-du, ar Gwenn-ha-du pe bannieloù relijiel
- 11 eur, oferenn e chapel Koad Kev : stumm ordinal, ad orientem, e brezhoneg hag e latineg. Bez' vo levrigoù gant an droidigezh e galleg. Kasit ganeoc'h ho kadorioù-pleg.

- Digor kalon goude an oferenn
- Pred 'e ti Mari glazioù' : degasit ho pred ganeoc'h eta.
- Gwerzioù diembann skrivet gant an Aotrou Perrot kanet pe dibunet e-pad an abardaez
- Diskouezadeg skeudennoù diembann eus An Aotrou Perrot (savadur Koad Kev...)
- Stalioù gant levrioù, kartennoù etc.

Gallout a rit adwellout ar c'hantikoù amañ a-benn nebeut.
----------------------------------------

Le samedi 11 mai 2024

- 10 heures, 
rendez-vous à la Croix rouge, croix du martyre, route de Lannuzon, à côté de Gêrveguen, parking au carrefour avec Lizikoad-bras (seuls les Kroaz-du, les Gwenn-ha-du ou bannières religieuses seront autorisés)

- 11 heures : messe à la chapelle de Koat Keo : forme ordinaire, ad orientem, en breton et latin. Des livrets avec la traduction permettront à tous de suivre. Prenez vos pliants.

- Apéritif après la messe
- Pique-nique (apportez votre nourriture)
- Des gwerzioù inédites écrites par l'Abbé Perrot seront lues et chantées pendant l'après-midi
- Expositions de photos de l'Abbé Perrot inédites (constructions de la chapelle etc...)
- Stands avec livres, cartes etc.

Vous pourrez réviser les cantiques ici bientôt.

-------------------------------------

Lavarit din ma vo tu evidoc'h kemer perzh mar plij. Trugarez vras evit ho sikour ! Pedit ho mignoned a fiziañs !

Dites-moi si vous pouvez participer s'il-vous-plaît. Merci beaucoup pour votre aide ! Invitez vos amis de confiance !

feizhabreizh.bzh@gmail.com