Article épinglé

Index - Meneger

Pedennoù -  Prières : Me ho salud Mari (Je vous salue Marie) Hon Tad (Notre Père) Pedennoù gant pouez-mouezh Bro Dreger - Prières avec l...

dimanche 26 avril 2026

Anima Christi e brezhoneg


Kanet e vo e Koat Kev d'an 9 a viz Mae !

 Ene ar C’hrist, santelait-me,

Korf ar C’hrist, salvit-me,

Gwad ar C’hrist, mezvit-me

Gant dour ho kostez Aotrou Krist, gwalc’hit-me.


Pasïon ar C’hrist, kreñvait-me.

O va Jezuz, selaouit-me

En ho koulïoù, va c’huzhit

En ho koulïoù, va c’huzhit.


Na bermetit ket ’vijen dispartïet diouzhoc’h

Va difennit diouzh an enebour ganaz

Da eur va marv va galvit

Da eur va marv va galvit.


Ha gourc’hemennit din dont d’ho kaout

Evit m’ho meulin gant ho Sent

Da viken ha da virviken

Da virviken, Amen, Amen.

jeudi 2 avril 2026

Ograouer klasket ! Organiste recherché !

Emaomp o klask war-lerc'h un ograouer da zont da seniñ evit an oferenn gant e dafar dezhañ e-unan d'an 9 a viz Mae e Skrigneg.

Kasit d'ho mignoned mar plij !
Nous cherchons un organiste pour venir jouer pour la messe avec son matériel le 9 mai à Scrignac. Partagez à vos amis svp !