Ur sadornvezh a viz Mae 2026 e Koad kev
Daoust da c’hourdrouz bugelel ayatolaed vrezhonegerien, gwir faskourien na c’houzañvont ket ar gristenien ken ez eus bet dalc’het e Skrigneg evel bep bloaz un devezh d’an eil sadorn a viz Mae, en enor ha dindan warez abostol Feiz ha Breizh, Yann-Vari Perrot, bet drouklazhet d’an 12 a viz Kerzu 1943 war ur garront, gant ur c’homunour, diwar ur c’hleuz gant daou voled.
Evel boaz pa vez ul lid-kounaat e miz Kerzu, d’al Lun Fask pe e miz mae, e komans an traoù da zek eur, hag e kounaer da gentañ pimpatrom ar stourmerien vrezhon, ha war-ub-dro an dud marvet evit Breizh ha pergen ar re marvet abaoe bloaz. E kroaz merzherinti an Aotrou Perrot an hini e vez : eus ar bourk, mont war-zu kroaz-hent Ar Groaz Ruz : hanter-hent, 200 metrad a-raok kroazhent Lizikoad bras emañ ar groaz-se, a-gleiz, war ar c’hleuz, gronnet gant gwez ha lann.
Anv zo bet eus ar vignoniezh pe da vihanañ an hegaratted a ziskoueze dalc’hmat an Aotrou Perrot ouzh an holl, da skouer ouzh Yann Sohier diazezer Emsav nann-kristen Ar Falz. Ar c’hemm a rae atav etre an dud hag ar menozioù, hag evel un tad kement-se a aotreas dezhañ da skouer burutellañ sklaer paganiezh an hini a brofitas eus e zrouklazh evit rekuperiñ anv merzher Feiz ha Breizh.
Goude, evel boaz ivez, e oa an Oferenn da gaout e Koad kev. Un oferenn-ouestl d’an Itron Varia zo bet lidet kaer. Ne oa ket ur mor a dud, nann... ma ne gonter ket engroez sent Breizh hag an aelez a zo en Iliz an Neñvoù oc’h erbediñ evit hini an Douar, avat ! Un oferenn brav, lidet ad orientem, gant ur brezegenn e brezhoneg a verkas pegen en a-raok war e amzer edo an Aotrou Perrot.
Youenn Caouissin a zistagas ur ger ivez rak c’hoazh, emezañ, en deus an Aotrou Perrot traoù da lavarout deomp rak stourm ouzh digristenadur ha diberc’hennadur-idantelezh Breizh a reas, an dachenn merket dezhañ dre e c’hanedigezh el ledenez-mañ, met ar stourm se en em gav dre holl evit gwir, pa ne vez mui treuzkaset ar sevenadurezh kristen. Setu un enrolladur eus Youenn Caouissin :
Esañset en deus ar beleg relegoù an Aotrou Perrot ha goude ur bedenn e-harz e vez ez eo aet an dud ouzh taol, laouen an holl da lodañ o fred e mignonïezh karourien Doue ha Breizh. En Aviel a oa bet en Oferenn e konte Jezuz just a-walc’h ez eo e wir vignoned ar re a ra bolontez Doue : gellout a c’heller lavarout e oa an devezh-se evel ur vodadeg-familh, laouen d’an em gavout ha da gemer startijenn evit servijañ pobl Doue e Breizh.
A-benn bloaz e vo graet en-dro, emichañs, ma kemer perzh ar re a c’hell en aozadur pounnerik a vez. A-raok se, avat, pep hini a gemero perzh el lec’h m’emañ en adavieladur hor bro a zo kouezhet ken izel : da skouer er pardonioù a vil vern a vez, pergen an oferennoù brezhonek, Devezhioù kristen 2026 eus ar 27/7 d’ar sadorn 1añ a viz Eost, an Tro Breizh eus an 3 d’an 8 a viz Eost, a c’hoarvezo memes sizhunvezh gant sizhunvezh avieladur Traonienn ar Sent e chapel Sant Weltaz, ar birc’hirinadenn Feiz e Breizh e dibenn miz Gwengolo.
Ne fell ket deomp, nann, evel an Aotrou Perrot ne fell ket deomp « e ve diskaret Breizh kristen,
rak neuze e vije ur piled nebeutoc’h o kanañ gloar Doue war aodoù ar C’hornaouog», evel ma lavaras un deiz an Aotrou Perrot.
TG evit Feiz ha Breizh
Un samedi de mai 2026 à Koad kev
Malgré la persécution puérile des ayatollahs bretons, de véritables fascistes intolérants envers les chrétiens, était organisé à Scrignac, comme chaque année, une journée de commémoration le deuxième samedi de mai, en l'honneur et sous la protection de l'apôtre de la Foi et de la Bretagne, Yann-Vari Perrot, martyrisé le 12 juin 1943 dans un chemin creux, abattu de deux balles par un communiste depuis un talus.
Comme chaque année lors des commémorations de juin, du lundi de Pâques ou de mai, les cérémonies débutent à 10 heures et commémorent d'abord les héros des combattants bretons, puis ceux qui sont morts pour la Bretagne, et plus particulièrement ceux qui sont morts l'année précédente. Depuis le village, rendez-vous au carrefour de la Croix-Rouge : à mi-chemin, 200 mètres avant le carrefour de Lizikoad bras, la croix se trouve sur la gauche, à flanc de talus, entourée d'arbres et de buissons.
Il a été question de l'amitié, ou du moins de la bienveillance, que l’Abbé Perrot a toujours témoignée à tous, notamment à Yann Sohier, fondateur de l'association non chrétienne Emsav Ar Falz. Il a toujours su distinguer les personnes des idées, et, en tant que père, cela lui a permis, par exemple, de critiquer clairement le paganisme de celui qui a profité de son assassinat pour s'approprier le nom du martyr de la Foi et de la Bretagne.
Ensuite, comme d'habitude, la messe fut célébrée à Koad Kev. Une messe dédiée à Notre-Dame fut magnifiquement célébrée. Il n'y avait pas foule, certes… si l'on excepte la multitude de saints bretons et les anges du Ciel priant pour la Terre ! Ce fut une très belle messe, célébrée ad orientem, avec une belle homélie sur la vision d'avenir de l’Abbé Perrot.
Youenn Caouissin prit également la parole, car l’Abbé Perrot a encore beaucoup à nous dire. Il lutta contre la déchristianisation et la perte d'identité de la Bretagne, un combat marqué par sa naissance dans cette péninsule. Mais ce combat se retrouve pour tout en réalité, lorsque la culture chrétienne n'est plus transmise. Voici Youenn Caouissin enregistré :
Le prêtre a ensuite procédé à l’encensement des reliques de l’Abbé Perrot et, après un moment de prière en silence, l'assemblée s'est réunie autour de la table, heureuse de partager un repas dans la fraternité des amis de Dieu et de la Bretagne. Dans l'Évangile de la messe, Jésus dit que ses véritables amis sont ceux qui font la volonté de Dieu : on peut dire que cette journée fut comme une réunion de famille, joyeuse de se retrouver et de servir avec tonus le peuple de Dieu en Bretagne.
Dans un an nous nous retrouverons de nouveau, j’espère, si ceux qui le peuvent participent à l'organisation, qui représente un lourd sacrifice, peuvent renouveler l'expérience. D'ici là, cependant, chacun est invité à contribuer à la renaissance de notre pays, tombé si bas : par exemple, par les nombreux pardons qu’il y a un peu partout, notamment avec les messes bretonnes, les Journées chrétiennes 2026 du 27 juillet au samedi 1er août, le Tro Breizh à partir du 8 août, qui se déroulera la même semaine que la semaine d'évangélisation de la Vallée des Saints à la chapelle Saint-Gweltaz, et le pèlerinage de la Foi en Bretagne fin septembre.
Non, comme M. l’Abbé Perrot, nous ne voulons pas que « la Bretagne chrétienne soit détruite, car il y aurait alors une lumière de moins chantant la gloire de Dieu sur les rives des Côtes de l’Occident », comme le disait un jour M. l’Abbé Perrot.
TG pour Feiz ha Breizh




Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire