Article épinglé

Index - Meneger

Pedennoù -  Prières : Me ho salud Mari (Je vous salue Marie) Hon Tad (Notre Père) Pedennoù gant pouez-mouezh Bro Dreger - Prières avec l&#...

mardi 14 novembre 2023

Alma redemptoris mater e brezhoneg - Antifonenn an Azvent - Antienne de l'Avent


Alma Redemptoris Mater (Amzer an Azvent ha Nedeleg)


Ni ho ped, Gwerc’hez Mamm hon Salver,
A zo d’ar baradoz an nor asur
Ha sterenn ar mor,
Teurvezit hor sikour,
Skoazellit ho pobl en hec’h enkrez ;
Ganeoc’h eo bet ganet, estlamm bras d’hon natur,
An Hini en deus ho krouet.
Gwerc’hez bepred ha goude genel,
Gant salud Gabriel, resevit hon Ave,
Hag ouzhimp pec’herion ho pet truez.

Alma Redemptoris Mater,
Quæ pervia cæli porta manes,
Et stella maris,
Succurre cadenti
Surgere qui curat populo :
Tu quæ genuisti, natura mirante,
Tuum sanctum Genitorem :
Virgo prius ac posterius,
Gabrielis ab ore
Sumens illud Ave,
Peccatorum miserere