Article épinglé

Index - Meneger

Pedennoù -  Prières : Me ho salud Mari (Je vous salue Marie) Hon Tad (Notre Père) Pedennoù gant pouez-mouezh Bro Dreger - Prières avec l&#...

jeudi 21 septembre 2017

Meulgan ar Garantez - Hymne à la Charité

Sant Paol d'ar Gorintidi (1 Co 13, 1-13) :


"Met bremañ em eus c'hoazh da ziskouez deoc'h an hent a zo dreist-hini : Ha goude ma komzfen e yezhoù an dud hag an Aeled, mar n’em eus ket ar garantez, n’on ken nemet ur c'hloc'h o seniñ, pe ur simbalenn o skiltrañ. Ha p’am befe an donezon a brofediezh, ha paz anavezfen an holl visterioù hag an holl skiant, ha p’am befe leunder ar feiz, ur feiz da zibradañ ar menezioù, mar n’em eus ket ar garantez, ned on netra. Ha pa rofen va holl vadoù d’ar beorien, ha pa ginnigfen va c'horf da vezañ dêvet, mar n’em eus ket ar garantez, ne dalvez din da netra. Ar garantez a zo leun a basianted, a drugarez ; ar garantez n’eo ket c'hoantaus, ar garantez n’eo ket fougeüs, na brasonius ; ne ra netra dizereat; ne glask ket he mad dezhi, n’a ket e gouez, ne soñj ket e droug ; ne gemer ket plijadur gant ar pezh n’eo ket reizh, met plijadur he deus gant ar wirionez ; klask a ra digarez da bep tra; krediñ a ra pep tra ;
esperout a ra pep tra; gouzañv a ra pep tra. Biken ne dremeno ar garantez; er c'hontrol, an diouganoù a baouezo ; ar yezhoù a ehano ; hag ar ouiziegezh a yelo da netra. Rak dibarfet eo hor gouiziegezh, dibarfet ivez hor profediezh, met pa vo deuet ar pezh a zo peurvat e paouezo ar pezh 'zo dibarfet'. Pa oan bugel e komzen evel ur bugel, e soñjen evel ur bugel, e prederien evel ur bugel ; met ur wech deuet d’an oad-gour, em eus dilezet traoù ar vugale. Bremañ e welomp dre ur melezour hep gwelout spis, neuze e welimp dremm ouzh dremm. Bremañ n’anavezan nemet en un doare dibarfet, neuze ez anavezin evel maz on anavezet. Bremañ eta e chom an tri zra-mañ: ar feiz, an esperañs, ar garantez;
met ar brasañ anezho eo ar garantez."



Saint Paul (1 Co 13, 1-13) :


« Quand je parlerais les langues des hommes et des anges, si je n'ai pas la charité, je ne suis plus qu'airain qui sonne ou cymbale qui retentit. Quand j'aurais le don de prophétie et que je connaîtrais tous les mystères et toute la science, quand j'aurais la plénitude de la foi, une foi à transporter des montagnes, si je n'ai pas la charité, je ne suis rien. Quand je distribuerais tous mes biens en aumônes, quand je livrerais mon corps aux flammes, si je n'ai pas la charité, cela ne me sert de rien. La charité est longanime ; la charité est serviable ; elle n'est pas envieuse ; la charité ne fanfaronne pas, ne se gonfle pas ; elle ne fait rien d'inconvenant, ne cherche pas son intérêt, ne s'irrite pas, ne tient pas compte du mal ; elle ne se réjouit pas de l'injustice, mais elle met sa joie dans la vérité. Elle excuse tout, croit tout, espère tout, supporte tout. La charité ne passe jamais. Les prophéties ? Elles disparaîtront. Les langues ? Elles se tairont. La science ? Elle disparaîtra. Car partielle est notre science, partielle aussi notre prophétie. Mais quand viendra ce qui est parfait, ce qui est partiel disparaîtra. Lorsque j'étais enfant, je parlais en enfant, je pensais en enfant, je raisonnais en enfant ; une fois devenu homme, j'ai fait disparaître ce qui était de l'enfant. Car nous voyons, à présent, dans un miroir, en énigme, mais alors ce sera face à face. A présent, je connais d'une manière partielle ; mais alors je connaîtrai comme je suis connu. Maintenant donc demeurent foi, espérance, charité, ces trois choses, mais la plus grande d'entre elles, c'est la charité. »




Trugarez da Emglev an tiegezhioù evit an troidigezh.

mardi 19 septembre 2017

Sinadeg - Pétition : Pour une rue au nom de Maodez Glanndour à Pontrieux

 Pétition-Sinadeg

Maodez Glanndour est une figure en Bretagne. Prêtre-écrivain et membre de l'Emsav breton, il mérite une rue à son nom et une plaque sur sa maison natale à Pontrieux où il est né.
Dalc'homp soñj !