Pedenn evit kaout ur c'hras personel dre
hanterouriezh Santez Anna.
O ! Santez Anna, glorius,
ha leun a vadelezh evit kement hini a bedac'hanoc'h, leun a gendruez ouzh kement
hini a c'houzañv ! O vezañ m'en em gavan sammet a drubuilhoù hag a boanioù,
en em daolan ouzh ho treid, evit hoc'h aspediñ a galon uvel da gemer dindan
ho renerezh an afer ez on dalc'het ganti. Hec'h erbediñ start a ran deoc'h hag
ho pediñ a ran d'he ziskouez d'ho merc'h hag hor mamm, ar Werc'hez santel
meurbet; da Veurdez doueel Jezuz Krist, evit ma vo roet din un disoc'h mat. Na
baouezit ket da erbediñ, me hoc'h asped, ma vo roet din va goulenn digant
trugarez Doue. Goulennit evidon
dreist-holl, Santez c'hlorius, ma welin un deiz va Doue fas- ouzh-fas evit e
veuliñ, e drugarekaat hag e garout a-gevret ganeoc'h, gant arWerc'hez
glorius Vari ha gant an holl Sent.
Prière pour obtenir une grâce spéciale par l’intercession de Sainte
Anne
O glorieuse Sainte Anne pleine de bonté pour tous ceux qui vous invoquent, pleine de compassion pour tous ceux qui souffrent, me trouvant accablé d’inquiétudes et de peines, je me jette à vos pieds, vous suppliant humblement de prendre sous votre conduite l’affaire qui m’occupe. Je vous la recommande instamment et vous prie de la représenter à votre fille et notre mère, la Très Sainte Vierge, à la Majesté divine de Jésus-Christ, pour m’obtenir une issue favorable. Ne cessez pas d’intercéder, je vous en conjure, que ma demande ne me soit accordée par la divine miséricorde. Obtenez-moi par dessus tout, glorieuse Sainte, de voir un jour mon Dieu face à face pour le louer, le bénie et l’aimer avec vous, avec Marie et avec tous les élus.
Trugarez vras da pBaol Kalvez evit an troidigezh.
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire