Article épinglé

Index - Meneger

Pedennoù -  Prières : Me ho salud Mari (Je vous salue Marie) Hon Tad (Notre Père) Pedennoù gant pouez-mouezh Bro Dreger - Prières avec l...

jeudi 1 mars 2018

Pedenn da Sant Jozef - Prière à Saint Joseph


Me ho salud Jozef, c’hwi hag a zo bet peurleuniet gant gras Doue ; diskuizhet en deus ar Salver war ho tivrec’h ha kresket dindan ho taoulagad. Benniget oc’h dreist an holl wazed, ha benniget eo Jezuz, bugel-Doue, ar werc’hez Vari, ho Pried.
Sant Jozef, bet roet evel Tad da Vab Doue, pedit evidomp, en hor prederioù tiegezh, yec’hed ha labour, betek hon deizioù diwezhañ, ha teurvezit hon skoaziañ da eur hor marv. Amen.






Je vous salue Joseph, vous que la grâce divine a comblé; le Sauveur a reposé dans vos bras et grandi sous vos yeux. Vous êtes béni entre tous les hommes et Jésus, l’Enfant divin de votre virginale Epouse, est béni.
Saint Joseph, donné pour père au Fils de Dieu, priez pour nous dans nos soucis de famille, de santé et de travail, jusqu’à nos derniers jours, et daignez nous secourir à l’heure de notre mort. Amen.

samedi 10 février 2018

Salve Regina e brezhoneg

Div enroladenn disheñvel gant an ton simpl hag an ton bras.
Deux enregistrements différents avec le ton simple et le ton solennel :







Salud, Rouanez, o Mari, Mamm a druez ; buhez ha douster hag esperañs hon c’haezhnez. Etrezek ennoc’h e kriomp e-kreiz hon arvar. Klevit hon huanad, pa c’harmomp en daeroù eus an draonienn-mañ a c’hlac’har. Troit eta war-du hon dienez, kened dispar, ho taoulagad trugarezus, hon advokadez ! Ha Jezuz, ho Mab santel, frouezh ho korf benniget, en diskouezit dimp en Neñvoù er  vuhez. Mamm ken dous ! O  ken mat ! O mamm ar joa, Itron Varia.

Salut, ô Reine, Mère de miséricorde, Douceur de notre vie, notre espérance, salut !
Enfants d'Ève, exilés, nous crions vers Toi. Vers Toi, nous soupirons, gémissant et pleurant dans cette vallée de larmes. Toi, notre avocate, tourne vers nous ton regard miséricordieux, Et, après cet exil, montre-nous Jésus, le Fruit béni de ton sein. O Clémente, ô Miséricordieuse, ô douce Vierge Marie !

Salve, Regína, mater misericórdiae vita, dulcédo et spes nostra, salve ad te clamámus, éxules fílii Evae. Ad te suspirámus, geméntes et flentes in hac lacrimárum valle. Eia ergo, advocáta nostra, illos tuos misericórdes óculos ad nos convérte. Et Jesum, benedíctum frucum ventris tui, nobis post hoc exsílium osténde. O clemens, o pia, o dulcis Virgo María.

jeudi 30 novembre 2017

Pedennoù da voulañ - Prières à imprimer

Ur plakenn pedennoù da voulañ recto-verso (M'ho peux c'hoant) brezhoneg-galleg
Une planche de prières à imprimer recto-verso (si vous le voulez) breton-français :






Da bellkargañ digoust - A télécharger gratuitement.



Da didroc'hañ ha kas ganeoc'h pep-lec'h evit pediñ !
A couper et emporter partout avec vous pour prier !


mardi 28 novembre 2017

Petra a c'hoarvezo ganin hiziv ? - Que m'arrivera-t-il aujourd'hui, ô mon Dieu ?


"Petra a c'hoarvezo ganin hiziv, o ! va Doue, n'ouzon ket. Ar pezh a ouzon, eo ne c'hoar vezo netra n'Ho pefe rakwelet a-viskoazh da viken. An dra-se a zo a-walc'h evidon, o ! va Doue, evit bezañ seder. Azeuliñ a ran ho Mennadoù peurbadel, asantiñ a ran dezho a holl galon. Asantiñ a ran da bep tra, degemer a ran pep tra, aberzhiñ a ran pep tra deoc'h, unaniñ a ran an aberzh-se da Hini ho Mab karet, va Salver. En ur c'houlenn, dre e Galon-Sakr ha dre e Veritoù divuzul ar basianted en va foanioù hag an asant klok a zo dleet deoc'h evit kement tra ar fello deoc'h hag  a bermetot. Evel-se bezet graet."





« Que m'arrivera-t-il aujourd'hui, ô mon Dieu, je l'ignore. Tout ce que je sais, c'est qu'il ne m'arrivera rien que Vous ne l'ayez prévu de toute éternité. Cela me suffit, ô mon Dieu, pour être tranquille. J'adore vos Desseins éternels, je m'y soumets de tout mon cœur. Je veux tout, j'accepte tout, je Vous fais un sacrifice de tout ; j'unis ce sacrifice à Celui de votre cher Fils, mon Sauveur, Vous demandant, par son Sacré-Cœur et par ses Mérites infinis, la patience dans mes maux et la parfaite soumission qui Vous est due pour tout ce que Vous voudrez et permettrez. Ainsi soit-il. » 

Madame Élisabeth de France (1764-1794)


Skeudenn - Photo

Troidigezh - Traduction
Paol Kalvez

samedi 11 novembre 2017

Heul... suite.... Maodez Glanndour

An heul diwarbenn ur straed evit enoriñ Maodez Glanndour 

La suite à propos d'une rue pour honorer Maodez Glanndour :


Goude ar sinadeg eskemmet amañ - Après la pétition relayée ici.






Trugarez da Jean-Jacques Monnier !



mardi 17 octobre 2017

Pedenn da Santez Anna evit kaout ur c'hras - Prière à Ste Anne pour obtenir une grâce

Pedenn evit kaout ur c'hras personel dre hanterouriezh Santez Anna.

O ! Santez Anna, glorius, ha leun a vadelezh evit kement hini a bedac'hanoc'h, leun a gendruez ouzh kement hini a c'houzañv ! O vezañ m'en em gavan sammet a drubuilhoù hag a boanioù, en em daolan ouzh ho treid, evit hoc'h aspediñ a galon uvel da gemer dindan ho renerezh an afer ez on dalc'het ganti. Hec'h erbediñ start a ran deoc'h hag ho pediñ a ran d'he ziskouez d'ho merc'h hag hor mamm,  ar Werc'hez santel meurbet; da Veurdez doueel Jezuz Krist, evit ma vo roet din un disoc'h mat. Na baouezit ket da erbediñ, me hoc'h asped, ma vo roet din va goulenn digant trugarez Doue. Goulennit evidon dreist-holl, Santez c'hlorius, ma welin un deiz va Doue fas- ouzh-fas evit e veuliñ, e drugarekaat hag e garout a-gevret ganeoc'h, gant arWerc'hez glorius  Vari ha gant an holl Sent.


Prière pour obtenir une grâce spéciale par l’intercession de Sainte Anne

O glorieuse Sainte Anne pleine de bonté pour tous ceux qui vous invoquent, pleine de compassion pour tous ceux qui souffrent, me trouvant accablé d’inquiétudes et de peines, je me jette à vos pieds, vous suppliant humblement de prendre sous votre conduite l’affaire qui m’occupe. Je vous la recommande instamment et vous prie de la représenter à votre fille et notre mère, la Très Sainte Vierge, à la Majesté divine de Jésus-Christ, pour m’obtenir une issue favorable. Ne cessez pas d’intercéder, je vous en conjure, que ma demande ne me soit accordée par la divine miséricorde. Obtenez-moi par dessus tout, glorieuse Sainte, de voir un jour mon Dieu face à face pour le louer, le bénie et l’aimer avec vous, avec Marie et avec tous les élus.


Trugarez vras da pBaol Kalvez evit an troidigezh.