Article épinglé

Index - Meneger

Pedennoù -  Prières : Me ho salud Mari (Je vous salue Marie) Hon Tad (Notre Père) Pedennoù gant pouez-mouezh Bro Dreger - Prières avec l...

dimanche 10 mai 2026

Rentañ kont d'an devezh 9 a viz Mae / Compte-rendu de la journée du 9 mai

 








Ur sadornvezh a viz Mae 2026 e Koad kev


Daoust da c’hourdrouz bugelel ayatolaed vrezhonegerien, gwir faskourien na c’houzañvont ket ar gristenien ken ez eus bet dalc’het e Skrigneg evel bep bloaz un devezh d’an eil sadorn a viz Mae, en enor ha dindan warez abostol Feiz ha Breizh, Yann-Vari Perrot, bet drouklazhet d’an 12 a viz Kerzu 1943 war ur garront, gant ur c’homunour, diwar ur c’hleuz gant daou voled.
Evel boaz pa vez ul lid-kounaat e miz Kerzu, d’al Lun Fask pe e miz mae, e komans an traoù da zek eur, hag e kounaer da gentañ pimpatrom ar stourmerien vrezhon, ha war-ub-dro an dud marvet evit Breizh ha pergen ar re marvet abaoe bloaz. E kroaz merzherinti an Aotrou Perrot an hini e vez :  eus ar bourk, mont war-zu kroaz-hent Ar Groaz Ruz : hanter-hent, 200 metrad a-raok kroazhent Lizikoad bras emañ ar groaz-se, a-gleiz, war ar c’hleuz, gronnet gant gwez ha lann.
Anv zo bet eus ar vignoniezh pe da vihanañ an hegaratted a ziskoueze dalc’hmat an Aotrou Perrot ouzh an holl, da skouer ouzh Yann Sohier diazezer Emsav nann-kristen Ar Falz. Ar c’hemm a rae atav etre an dud hag ar menozioù, hag evel un tad kement-se a aotreas dezhañ da skouer burutellañ sklaer paganiezh an hini a brofitas eus e zrouklazh evit rekuperiñ anv merzher Feiz ha Breizh.
Goude, evel boaz ivez, e oa an Oferenn da gaout e Koad kev. Un oferenn-ouestl d’an Itron Varia zo bet lidet kaer. Ne oa ket ur mor a dud, nann... ma ne gonter ket engroez sent Breizh hag an aelez a zo en Iliz an Neñvoù oc’h erbediñ evit hini an Douar, avat ! Un oferenn brav, lidet ad orientem, gant ur brezegenn  e brezhoneg a verkas pegen en a-raok war e amzer edo an Aotrou Perrot.
Youenn Caouissin a zistagas ur ger ivez rak c’hoazh, emezañ, en deus an Aotrou Perrot traoù da lavarout deomp rak stourm ouzh digristenadur ha diberc’hennadur-idantelezh Breizh a reas, an dachenn merket dezhañ dre e c’hanedigezh el ledenez-mañ, met ar stourm se en em gav dre holl evit gwir, pa ne vez mui treuzkaset ar sevenadurezh kristen. Setu un enrolladur eus Youenn Caouissin :




Esañset en deus ar beleg relegoù an Aotrou Perrot ha goude ur bedenn e-harz e vez ez eo aet an dud ouzh taol, laouen an holl da lodañ o fred e mignonïezh karourien Doue ha Breizh. En Aviel a oa bet en Oferenn e konte Jezuz just a-walc’h ez eo e wir vignoned ar re a ra bolontez Doue : gellout a c’heller lavarout e oa an devezh-se evel ur vodadeg-familh, laouen d’an em gavout ha da gemer startijenn evit servijañ pobl Doue e Breizh.
A-benn bloaz e vo graet en-dro, emichañs, ma kemer perzh ar re a c’hell en aozadur pounnerik a vez. A-raok se, avat, pep hini a gemero perzh el lec’h m’emañ en adavieladur hor bro a zo kouezhet ken izel : da skouer er pardonioù a vil vern a vez, pergen an oferennoù brezhonek, Devezhioù kristen 2026 eus ar 27/7 d’ar sadorn 1añ a viz Eost, an Tro Breizh eus an 3 d’an 8 a viz Eost, a c’hoarvezo memes sizhunvezh gant sizhunvezh avieladur Traonienn ar Sent e chapel Sant Weltaz, ar birc’hirinadenn Feiz e Breizh e dibenn miz Gwengolo.
Ne fell ket deomp, nann, evel an Aotrou Perrot ne fell ket deomp « e ve diskaret Breizh kristen,
rak neuze e vije ur piled nebeutoc’h o kanañ gloar Doue war aodoù ar C’hornaouog», evel ma lavaras un deiz an Aotrou Perrot.


TG evit Feiz ha Breizh


Un samedi de mai 2026 à Koad kev

Malgré la persécution puérile des ayatollahs bretons, de véritables fascistes intolérants envers les chrétiens, était organisé à Scrignac, comme chaque année, une journée de commémoration le deuxième samedi de mai, en l'honneur et sous la protection de l'apôtre de la Foi et de la Bretagne, Yann-Vari Perrot, martyrisé le 12 juin 1943 dans un chemin creux, abattu de deux balles par un communiste depuis un talus.

Comme chaque année lors des commémorations de juin, du lundi de Pâques ou de mai, les cérémonies débutent à 10 heures et commémorent d'abord les héros des combattants bretons, puis ceux qui sont morts pour la Bretagne, et plus particulièrement ceux qui sont morts l'année précédente. Depuis le village, rendez-vous au carrefour de la Croix-Rouge : à mi-chemin, 200 mètres avant le carrefour de Lizikoad bras, la croix se trouve sur la gauche, à flanc de talus, entourée d'arbres et de buissons.

Il a été question de l'amitié, ou du moins de la bienveillance, que l’Abbé Perrot a toujours témoignée à tous, notamment à Yann Sohier, fondateur de l'association non chrétienne Emsav Ar Falz. Il a toujours su distinguer les personnes des idées, et, en tant que père, cela lui a permis, par exemple, de critiquer clairement le paganisme de celui qui a profité de son assassinat pour s'approprier le nom du martyr de la Foi et de la Bretagne.

Ensuite, comme d'habitude, la messe fut célébrée à Koad Kev. Une messe dédiée à Notre-Dame fut magnifiquement célébrée. Il n'y avait pas foule, certes… si l'on excepte la multitude de saints bretons et les anges du Ciel priant pour la Terre ! Ce fut une très belle messe, célébrée ad orientem, avec une belle homélie  sur la vision d'avenir de l’Abbé Perrot.

Youenn Caouissin prit également la parole, car l’Abbé Perrot a encore beaucoup à nous dire. Il lutta contre la déchristianisation et la perte d'identité de la Bretagne, un combat marqué par sa naissance dans cette péninsule. Mais ce combat se retrouve pour tout en réalité, lorsque la culture chrétienne n'est plus transmise. Voici Youenn Caouissin enregistré :







Le prêtre a ensuite procédé à l’encensement des reliques de l’Abbé Perrot et, après un moment de prière en silence, l'assemblée s'est réunie autour de la table, heureuse de partager un repas dans la fraternité des amis de Dieu et de la Bretagne. Dans l'Évangile de la messe, Jésus dit que ses véritables amis sont ceux qui font la volonté de Dieu : on peut dire que cette journée fut comme une réunion de famille, joyeuse de se retrouver et de servir avec tonus le peuple de Dieu en Bretagne.

Dans un an nous nous retrouverons de nouveau, j’espère, si ceux qui le peuvent participent à l'organisation, qui représente un lourd sacrifice, peuvent renouveler l'expérience. D'ici là, cependant, chacun est invité à contribuer à la renaissance de notre pays, tombé si bas : par exemple, par les nombreux pardons qu’il y a un peu partout, notamment avec les messes bretonnes, les Journées chrétiennes 2026 du 27 juillet au samedi 1er août, le Tro Breizh à partir du 8 août, qui se déroulera la même semaine que la semaine d'évangélisation de la Vallée des Saints à la chapelle Saint-Gweltaz, et le pèlerinage de la Foi en Bretagne fin septembre.

Non, comme M. l’Abbé Perrot, nous ne voulons pas que « la Bretagne chrétienne soit détruite, car il y aurait alors une lumière de moins chantant la gloire de Dieu sur les rives des Côtes de l’Occident », comme le disait un jour M. l’Abbé Perrot.

TG pour Feiz ha Breizh





dimanche 26 avril 2026

Anima Christi e brezhoneg


Kanet e vo e Koat Kev d'an 9 a viz Mae !

 Ene ar C’hrist, santelait-me,

Korf ar C’hrist, salvit-me,

Gwad ar C’hrist, mezvit-me

Gant dour ho kostez Aotrou Krist, gwalc’hit-me.


Pasïon ar C’hrist, kreñvait-me.

O va Jezuz, selaouit-me

En ho koulïoù, va c’huzhit

En ho koulïoù, va c’huzhit.


Na bermetit ket ’vijen dispartïet diouzhoc’h

Va difennit diouzh an enebour ganaz

Da eur va marv va galvit

Da eur va marv va galvit.


Ha gourc’hemennit din dont d’ho kaout

Evit m’ho meulin gant ho Sent

Da viken ha da virviken

Da virviken, Amen, Amen.

jeudi 2 avril 2026

Ograouer klasket ! Organiste recherché !

Emaomp o klask war-lerc'h un ograouer da zont da seniñ evit an oferenn gant e dafar dezhañ e-unan d'an 9 a viz Mae e Skrigneg.

Kasit d'ho mignoned mar plij !
Nous cherchons un organiste pour venir jouer pour la messe avec son matériel le 9 mai à Scrignac. Partagez à vos amis svp !



lundi 7 juillet 2025

Kerien : chom a ra plasoù !

 






Gallout a rit kas ho enshrivadur c'hoazh peogwir chom a ra plasoù !

Amañ ar folenn enskrivadur.

Setu roll ar sizhunvezh (traoù a vo azasaet) 

Roll dre vras un devezh : 

8 e 30 Laodez 

9 e dijuni. 

Graet e vo gant “Pedenn an Iliz” (pourchaset e vo gant EaT ; degasit ho levr-salmoù embannadur Al Liamm ma c’hellit). 

9 e 30 11e 30 oberiantizoù ar mintin : - kaozeadennoù war ar speredelezh kristen e Breizh, war an arz breizhek kristen, war ar Bibl... Kentelioù brezhoneg un tammig ivez. - enrollañ kanennoù zo a vo desket, pergen an tonioù latin hengounel e brezhoneg 

12e 30 pred aozet asambles ; amzer vak 

14e troiadoù pourmen : chapel sant Gwenn, Kintin... 

17e 30 amzer vak 

18e 30 Gousperoù 

19e 30 Koan aozet asambles 

20e 30-22e Beilhadeg : kanaouennoù (degas e re) , c’hoarioù APLUD,... Salve Regina. 

Moaien zo d’ar familhoù ha d’an dud a-hiniennoù, ar veleien ivez, ober ur weladenn deomp e-pad an devezhioù pe chom da gousket un nozvezh bennak hepken : n’eus diaester ebet met gwelloc’h eo kas keloù pa c’hellod. Plas a chom, dreist-holl evit ar wazed. 

Koust : 35 euro an nozvezh + ur gwenneg bennak evit ar boued. 0298251072 eat@orange.fr

Ken emberr e Kerien !


vendredi 30 mai 2025

Devezhioù kristen e brezhoneg : Serret e vo an enskrivadurioù d'an 3 a viz Even

Serret e vo an enskrivadurioù d'an 3 a viz Even : poent bras eo da lakaat e anv mar plij !Skrivit da : feizhabreizh.bzh@gmail.com

Folenn enskrivadur amañ.





lundi 19 mai 2025

Rentañ-kont Koat Kev 2025 - Compte-rendu Koat Keo 2025

Un devezh kaer, plijus-tre ha laouen eo bet an 10 a viz Mae.

Un oferenn gaer a voe lidet gant an Aotrou beleg Queinnec, gant ur brezegenn gaer-meurbet, e brezhoneg penn-da-benn. Un enor hag un anavezadenn e voe bezañs an abad peogwir en deus kargoù a-bouez en eskopti, pa z eo ofisial ha vikel barnerezhel rannbarzh-iliz Roazhon, chaloni entiltet iliz-veur Kemper, kañseller eskopti Kemper, vikel eskoptiel evit ar feizidi stag ouzh misal 1962, prezidant Bodad etreeskoptiel evit troidigezh al liderezh e brezhoneg ha kargoù all en deus c’hoazh.

Goude an oferenn hag ur bedenn e-harz bez an Aotrou Perrot e voe debret krampouezh a-gevret, hag evet sistr mat. Ur mare plijus-kenañ e voe. Un diskouezadeg kaer a fotoioù gant Yves Floc'h diwar-benn savidigezh chapel Koad kev hag ar gouelioù a veze aozet d'ar mare-se a oa bet staliet a-dreñv ar chapel. François Floc'h a reas evezhiadennoù ha displegadennoù d'an dud. Goude hon eus selaouet mab-kuñv Janed Koroller-Danio a zanevellas deomp he buhez, hec’h engouestloù, he micher skrivagnerez, hag he marv reuziek, bet divizet ha kaset da benn gant komunourien evel evit an Aotrou Perrot.

Ne oa ket deuet ur mor a dud, avat :

- kalz a dud o doa traoù gwelloc'h da ober e-pad ar pont-dibenn-sizhun bras-se ;

- lod all a fellas dezho boikotañ evit abegoù ego, hag a gemennas en-dro dezho chom hep mont (meur a hini e-touez hon diaraogerien a rank treiñ en o bezioù)...

Ret eo deomp en em gavout gant ar fedoù. Ar Vretoned ne vezont ket atav dalc’hus hag an amzer ’zo ret kaout evit aozañ an devezh hor redi da skañvaat an traoù evit ar bloaz a zeu.

Merkit mat evelkent eil sadorn miz mae bep bloaz evit an emgav-mañ, gant an oferenn e brezhoneg a vo lidet gant ur beleg-eskopti.

Deuet mat eo an holl gatoliked feal da eñvor an Aotrou Perrot, da uhelvennad ar Feiz, da hini Breizh hag d’he yezh. Fellout a ra deomp krediñ e klask pep hini  ma vo dalc’het soñj bepred eus an den meur-se, daoust pegen disheñvel eo an dud, ha kement-se evit brasañ gloar an Aotrou Doue.

Raktresoù all a fell deomp kas da benn c’hoazh. Hini hon Devezhioù kristen e Kerien-Loudieg pergen, eus an eil d’an 9 a viz eost. Diouzh ret ez eus moaien deoc’h dibab padelezh ho chomadenn zoken : a-walc’h eo gwelout an dra-se ganeomp evit derc’hel an devezhioù en herberc’h-ti (35 euro evit pep nozvezh + predoù aozet etrezomp). Gwellaat hor brezhoneg ’zo unan eus ar palioù, en em anavezout gwelloc’h hag krouiñ ivez liammoù kreñv a vignonïezh, abalamour d’ar yezh hag ar feiz en deus Doue roet deomp amañ e Breizh, gant o gwriziennadur ken don ha pinvidik.

Pouezus eo trugarekaat an nebeud tud o deus sikouret evit an devezh-mañ : 

- Tepod, Nadine, Tomaz, Alain hag ar re o deus sikouret evit ar c’han e-pad an oferenn ;

- ar sonerien o deus laouenaet an devezh ;

- skipailh Tregeriz a voe efedus-tre evit staliañ an diskouezadeg, an teltennoù hag evit fardañ ar c'hrampouezh.

Trugarez vras d'an holl !

---------------------------------------------------------------------------------------------------------------

La journée du 10 mai fut une belle journée, très belle et conviviale. 

Une belle messe fut célébrée par l'Abbé Queinnec, avec un très beau sermon tout en breton. La présence de l'abbé était un honneur et une reconnaissance du fait de ses fonctions importantes dans le diocèse : Official et Vicaire judiciaire de la Province ecclésiastique de Rennes, chanoine titulaire de Quimper,  chancelier du diocèse de Quimper, vicaire épiscopal pour les fidèles attachés au missel de 1962, président de la commission inter-diocésaine de traduction de la liturgie en langue bretonne et encore d'autres fonctions.

Après la messe et une prière sur la tombe de l'Abbé Perrot, les participants ont pu partager une repas de crêpes et galettes accompagnées de cidre. Ce fut un moment très sympathique. Une belle exposition de photos d'Yves Floc'h sur la construction de la chapelle de Koad Kev et les fêtes organisées à l'époque était installée derrière la chapelle. François Floc'h a commenté et donné des explications aux personnes présentes. Ensuite, nous avons écouté l'arrière-petit-fils de Jeanne Coroller-Danio qui nous a parlé de sa vie, ses engagements, sa carrière d'écrivaine, et sa mort tragique, décidée et exécutée elle aussi par les communistes comme pour l'abbé Perrot.

Mais nous n'étions pas nombreux :

- beaucoup avaient mieux à faire en ce grand pont

- d'autres ont souhaité boycotter pour des problèmes d'ego, demandant au passage à leur réseau de ne pas venir (certains doivent se retourner dans leur tombe)...

ll faut se rendre à l'évidence. Les bretons ne sont pas assez fidèles et le temps requis à investir nous obligera pour l’année prochaine à  alléger notre organisation. 

Toutefois le rendez-vous restera chaque année le 2ème samedi du mois de mai avec une messe en breton célébrée par un prêtre diocésain. 

Tous les catholiques fidèles à la mémoire de l’Abbé Perrot et à l’idéal de la Foi, de la Bretagne et de sa langue sont tous les bienvenus. Nous espérons qu’en allant au-delà de nos différences chacun ne cherche qu’à rendre mémoire à cette grande figure, pour la plus grande gloire de Dieu.

Nous voulons aussi mener à bien d'autres projets, notamment la semaine en breton à Querrien (commune de la Prénessaye)  du 2 au 9 Août. On peut choisir la durée de son séjour si nécessaire : il suffit de nous contacter pour réserver les nuitées en gîte (35 euro la nuitée + repas réalisés en commun). Le but est bien sûr d'améliorer notre breton, et aussi de tisser des liens et des amitiés solides, réunis grâce à la langue bretonne et par la foi que Dieu nous a données toutes deux ici en Bretagne, avec une inculturation si nourrissante, 

Il est important de remercier les quelques personnes qui ont bien voulu aider pour cette journée : 

- Tepod, Nadine, Tomaz, Alain et ceux qui ont aidé à chanter pendant la messe ;

- les sonneurs qui ont embelli la journée ;

- l'équipe de Trégorois particulièrement efficace pour l'installation de l'exposition, pour l'organisation et la confection des crêpes et galettes.

Un très grand merci à tous !

Anna, evit EaT-Feiz ha Breizh







vendredi 9 mai 2025

Devezh koun 10/05 - Commémoration 10/05 : titouroù / informations

 


Evit kavout al lec'h evit en em gavout d'ar Groaz - Pour trouver le lieu du rendez-vous à la Croix

Daveennoù douaroniel - coordonnées géographiques :

48°25'25.3"N 3°39'03.7"W

Google map




lundi 14 avril 2025

lundi 7 avril 2025

Sikourit ac'hanomp ! Aidez-nous ! Prenit ho pred ! Achetez votre repas avant le 10/05 !

 

Sikourit ac'hanomp !
Prenit ho pred evit aesaat aozadur ar pennad laoennek mañ.

Aidez-nous ! Achetez votre repas sur notre billetterie pour faciliter l'organisation de ce moment convivial après la messe :
https://www.helloasso.com/associations/emglev-an-tregezhiou/evenements/tickets-restauration-koat-kev-2025
.
.
.
#koatkev #feizhabreizh #yannvariperrot #devezhkoun #commemoration

mercredi 26 mars 2025

Galv d'an diskouezerien ha d'ar c'hinnigerien - Appel aux exposants et animateurs

 Devezh koun en enor d'an Aotrou Perrot 

Da-geñver 82vet deiz-ha-bloaz muntr an Tad Perrot e vez aozet un devezh gouel gant ar mediaoù Feiz ha Breizh e Scrignac.

📅 Deiziad : 10 a viz Mae 2025

📍 Lec’h : Skrigneg, chapel Koat Kev

War ar roll :

10 eur Kounlid er Groaz ru

11 eur ☩ Oferenn e enor d’an Aotrou Perrot

🎶 sonerezh ha dudi Breizh 

🛍️ Stalioù tro-dro da Vreizh

Klask a reomp diskouezerien a ginnigo standoù liammet gant sevenadur Breizh (artizanerezh, levrioù, produioù ar vro, h.a.), hag ivez diduerien evit an abardaez (sonerezh, kontadennoù, kendivizoù, manifestadegoù, h.a.).

Mar fell deoc'h kemer perzh pe kaout muioc'h a ditouroù, kit e darempred ganeomp :

📧 feizhabreizh.bzh@gmail.com

📞 0782017315


Deuit niverus da enoriñ eñvor an Aotrou Perrot ha da lidañ hor sevenadur Breizh !

----------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------

Grande journée commémorative de l’abbé Perrot

À l’occasion du 82e anniversaire de l’assassinat de l’abbé Perrot, le média Feiz ha Breizh organise une journée de commémoration à Scrignac.

📅 Date : 10 mai 2025

📍 Lieu : Scrignac, chapelle de Koat Keo


Au programme :

10h Commémoration à la Croix Rouge

11h ☩ Messe en hommage à l’abbé Perrot

🎶 Musique bretonne et animations

🛍️ Stands autour de la Bretagne

Nous recherchons des exposants proposant des stands en lien avec la culture bretonne (artisanat, livres, produits locaux, etc.), ainsi que des animateurs pour l’après-midi (musique, contes, conférences, démonstrations…).

Si vous souhaitez participer ou avoir plus d’informations, contactez-nous :

📧 feizhabreizh.bzh@gmail.com

📞 0782017315

Venez nombreux pour honorer la mémoire de l’abbé Perrot et célébrer notre culture bretonne !


lundi 3 mars 2025

Devezhioù kristen e brezhoneg e-pad an hañv

Pouezhus eo da lakaat e anv buan !!!


Da lakaat da dreiñ ma karit. "E lec'h em em gav daou pe dri em anv, emaon ganto". A-bouez eo deomp-ni brezhonegerien gristen en em gavout evit kemer ha diverzout ivez petra a c'halv an Aotrou Doue ac'hanomp da ober.







dimanche 22 décembre 2024

Devezh-koun e Koat Kev e 2025 - Commémoration à Koad Keo en 2025

 Da verkañ en ho teiziataer !

A marquer dans vos agendas !


C'hoant ho peus sikour ? Deuit e darempred ganeomp !


Vous voulez aider ? Contactez-nous !


mercredi 10 juillet 2024

Pirc'hirinded Feiz e Breizh - 28 ha 29 a viz Gwengolo

 Piv a vefe laouen da ganañ ha pediñ e brezhoneg war an hent ?

Skrivit deomp evit kaout ur c'harned divyezhek : feizhabreizh.bzh@gmail.com

Enskrivadur : https://www.feiz.bzh/