Gallout a rit kas ho enshrivadur c'hoazh peogwir chom a ra plasoù !
Amañ ar folenn enskrivadur.
Setu roll ar sizhunvezh (traoù a vo azasaet)
Roll dre vras un devezh :
8 e 30 Laodez
9 e dijuni.
Graet e vo gant “Pedenn an Iliz” (pourchaset e vo gant EaT ; degasit ho levr-salmoù embannadur Al Liamm ma c’hellit).
9 e 30 11e 30 oberiantizoù ar mintin : - kaozeadennoù war ar speredelezh kristen e Breizh, war an arz breizhek kristen, war ar Bibl... Kentelioù brezhoneg un tammig ivez. - enrollañ kanennoù zo a vo desket, pergen an tonioù latin hengounel e brezhoneg
12e 30 pred aozet asambles ; amzer vak
14e troiadoù pourmen : chapel sant Gwenn, Kintin...
17e 30 amzer vak
18e 30 Gousperoù
19e 30 Koan aozet asambles
20e 30-22e Beilhadeg : kanaouennoù (degas e re) , c’hoarioù APLUD,... Salve Regina.
Moaien zo d’ar familhoù ha d’an dud a-hiniennoù, ar veleien ivez, ober ur weladenn deomp e-pad an devezhioù pe chom da gousket un nozvezh bennak hepken : n’eus diaester ebet met gwelloc’h eo kas keloù pa c’hellod. Plas a chom, dreist-holl evit ar wazed.
Koust : 35 euro an nozvezh + ur gwenneg bennak evit ar boued. 0298251072 eat@orange.fr
Ken emberr e Kerien !
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire