Article épinglé

Index - Meneger

Pedennoù -  Prières : Me ho salud Mari (Je vous salue Marie) Hon Tad (Notre Père) Pedennoù gant pouez-mouezh Bro Dreger - Prières avec l...

lundi 19 mai 2025

Rentañ-kont Koat Kev 2025 - Compte-rendu Koat Keo 2025

Un devezh kaer, plijus-tre ha laouen eo bet an 10 a viz Mae.

Un oferenn gaer a voe lidet gant an Aotrou beleg Queinnec, gant ur brezegenn gaer-meurbet, e brezhoneg penn-da-benn. Un enor hag un anavezadenn e voe bezañs an abad peogwir en deus kargoù a-bouez en eskopti, pa z eo ofisial ha vikel barnerezhel rannbarzh-iliz Roazhon, chaloni entiltet iliz-veur Kemper, kañseller eskopti Kemper, vikel eskoptiel evit ar feizidi stag ouzh misal 1962, prezidant Bodad etreeskoptiel evit troidigezh al liderezh e brezhoneg ha kargoù all en deus c’hoazh.

Goude an oferenn hag ur bedenn e-harz bez an Aotrou Perrot e voe debret krampouezh a-gevret, hag evet sistr mat. Ur mare plijus-kenañ e voe. Un diskouezadeg kaer a fotoioù gant Yves Floc'h diwar-benn savidigezh chapel Koad kev hag ar gouelioù a veze aozet d'ar mare-se a oa bet staliet a-dreñv ar chapel. François Floc'h a reas evezhiadennoù ha displegadennoù d'an dud. Goude hon eus selaouet mab-kuñv Janed Koroller-Danio a zanevellas deomp he buhez, hec’h engouestloù, he micher skrivagnerez, hag he marv reuziek, bet divizet ha kaset da benn gant komunourien evel evit an Aotrou Perrot.

Ne oa ket deuet ur mor a dud, avat :

- kalz a dud o doa traoù gwelloc'h da ober e-pad ar pont-dibenn-sizhun bras-se ;

- lod all a fellas dezho boikotañ evit abegoù ego, hag a gemennas en-dro dezho chom hep mont (meur a hini e-touez hon diaraogerien a rank treiñ en o bezioù)...

Ret eo deomp en em gavout gant ar fedoù. Ar Vretoned ne vezont ket atav dalc’hus hag an amzer ’zo ret kaout evit aozañ an devezh hor redi da skañvaat an traoù evit ar bloaz a zeu.

Merkit mat evelkent eil sadorn miz mae bep bloaz evit an emgav-mañ, gant an oferenn e brezhoneg a vo lidet gant ur beleg-eskopti.

Deuet mat eo an holl gatoliked feal da eñvor an Aotrou Perrot, da uhelvennad ar Feiz, da hini Breizh hag d’he yezh. Fellout a ra deomp krediñ e klask pep hini  ma vo dalc’het soñj bepred eus an den meur-se, daoust pegen disheñvel eo an dud, ha kement-se evit brasañ gloar an Aotrou Doue.

Raktresoù all a fell deomp kas da benn c’hoazh. Hini hon Devezhioù kristen e Kerien-Loudieg pergen, eus an eil d’an 9 a viz eost. Diouzh ret ez eus moaien deoc’h dibab padelezh ho chomadenn zoken : a-walc’h eo gwelout an dra-se ganeomp evit derc’hel an devezhioù en herberc’h-ti (35 euro evit pep nozvezh + predoù aozet etrezomp). Gwellaat hor brezhoneg ’zo unan eus ar palioù, en em anavezout gwelloc’h hag krouiñ ivez liammoù kreñv a vignonïezh, abalamour d’ar yezh hag ar feiz en deus Doue roet deomp amañ e Breizh, gant o gwriziennadur ken don ha pinvidik.

Pouezus eo trugarekaat an nebeud tud o deus sikouret evit an devezh-mañ : 

- Tepod, Nadine, Tomaz, Alain hag ar re o deus sikouret evit ar c’han e-pad an oferenn ;

- ar sonerien o deus laouenaet an devezh ;

- skipailh Tregeriz a voe efedus-tre evit staliañ an diskouezadeg, an teltennoù hag evit fardañ ar c'hrampouezh.

Trugarez vras d'an holl !

---------------------------------------------------------------------------------------------------------------

La journée du 10 mai fut une belle journée, très belle et conviviale. 

Une belle messe fut célébrée par l'Abbé Queinnec, avec un très beau sermon tout en breton. La présence de l'abbé était un honneur et une reconnaissance du fait de ses fonctions importantes dans le diocèse : Official et Vicaire judiciaire de la Province ecclésiastique de Rennes, chanoine titulaire de Quimper,  chancelier du diocèse de Quimper, vicaire épiscopal pour les fidèles attachés au missel de 1962, président de la commission inter-diocésaine de traduction de la liturgie en langue bretonne et encore d'autres fonctions.

Après la messe et une prière sur la tombe de l'Abbé Perrot, les participants ont pu partager une repas de crêpes et galettes accompagnées de cidre. Ce fut un moment très sympathique. Une belle exposition de photos d'Yves Floc'h sur la construction de la chapelle de Koad Kev et les fêtes organisées à l'époque était installée derrière la chapelle. François Floc'h a commenté et donné des explications aux personnes présentes. Ensuite, nous avons écouté l'arrière-petit-fils de Jeanne Coroller-Danio qui nous a parlé de sa vie, ses engagements, sa carrière d'écrivaine, et sa mort tragique, décidée et exécutée elle aussi par les communistes comme pour l'abbé Perrot.

Mais nous n'étions pas nombreux :

- beaucoup avaient mieux à faire en ce grand pont

- d'autres ont souhaité boycotter pour des problèmes d'ego, demandant au passage à leur réseau de ne pas venir (certains doivent se retourner dans leur tombe)...

ll faut se rendre à l'évidence. Les bretons ne sont pas assez fidèles et le temps requis à investir nous obligera pour l’année prochaine à  alléger notre organisation. 

Toutefois le rendez-vous restera chaque année le 2ème samedi du mois de mai avec une messe en breton célébrée par un prêtre diocésain. 

Tous les catholiques fidèles à la mémoire de l’Abbé Perrot et à l’idéal de la Foi, de la Bretagne et de sa langue sont tous les bienvenus. Nous espérons qu’en allant au-delà de nos différences chacun ne cherche qu’à rendre mémoire à cette grande figure, pour la plus grande gloire de Dieu.

Nous voulons aussi mener à bien d'autres projets, notamment la semaine en breton à Querrien (commune de la Prénessaye)  du 2 au 9 Août. On peut choisir la durée de son séjour si nécessaire : il suffit de nous contacter pour réserver les nuitées en gîte (35 euro la nuitée + repas réalisés en commun). Le but est bien sûr d'améliorer notre breton, et aussi de tisser des liens et des amitiés solides, réunis grâce à la langue bretonne et par la foi que Dieu nous a données toutes deux ici en Bretagne, avec une inculturation si nourrissante, 

Il est important de remercier les quelques personnes qui ont bien voulu aider pour cette journée : 

- Tepod, Nadine, Tomaz, Alain et ceux qui ont aidé à chanter pendant la messe ;

- les sonneurs qui ont embelli la journée ;

- l'équipe de Trégorois particulièrement efficace pour l'installation de l'exposition, pour l'organisation et la confection des crêpes et galettes.

Un très grand merci à tous !

Anna, evit EaT-Feiz ha Breizh







Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire