Article épinglé

Index - Meneger

Pedennoù -  Prières : Me ho salud Mari (Je vous salue Marie) Hon Tad (Notre Père) Pedennoù gant pouez-mouezh Bro Dreger - Prières avec l...

jeudi 29 juin 2023

Devezh koun e Koad Kev : ha goude ? Commémoration à Koat Keo : et après ?

Brezhoneg - Français


Un devezh brav-tre oa bet e Koad Kev d'ar 1añ a viz Mae evit kounlid an Aotrou Perrot (skeudennoù e traoñ).

Tregont den bennak a oa e-tal ar Groaz ruz evit pediñ, ha goude un tammig ouzhpenn kant den a oa e Koad Kev. Eno eo bet lidet brav an oferenn, ad orientem, e brezhoneg gant kiriale e gregorian, kantikoù e brezhoneg, un brezegenn e brezhoneg, ha gant bombard hag ograoù. An dud a oa laouen tre, lod a lavaras ne oa ket bet gwelet un oferenn ken brav abaoe pell e Skrigneg !

 Trugarez vras d'an dud o deus sikouret evit se : ar beleg, ar ganerien, sonerien, kurusted etc. Bennozh Doue dezho !

Goude an oferenn, debret hon eus e ti Mari Glazioù hag an aergelc'h oa plijus-tre etre an dud hag a drugarez d'ar sonerien. Er fin tud o deus kemeret ar gomz evit testeniañ etc.

Diskouezet eo bet relegennoù an Aotrou Perrot staliet e-barzh ar chapel e-pad an devezh gant an Aotrou Caouissin. Trugarez dezhañ ! 


La commémoration du 1er mai à Koat Keo fut une très belle journée (photos plus bas).

Une trentaine de personnes se sont retrouvées près de la Croix rouge pour prier, puis un peu plus d'une centaine à la chapelle de Koat Keo. La messe fut très belle : ad orientem, en breton avec le kyriale en gregorien, cantiques en breton, sermon en breton, et avec bombarde et orgue. Les gens étaient très contents, beaucoup disant qu'il n'y avait pas eu une si belle messe à Scrignac depuis longtemps !

Merci beaucoup aux personnes qui ont aidé pour cela : le prêtre, les chanteurs, musiciens, enfants de choeur etc. Que Dieu les bénisse !

Après la messe, nous avons pique-niqué et l'ambiance était très plaisante notamment grâce aux musiciens. Enfin, des personnes ont pris la parole dans l'après-midi pour témoigner etc.

Pendant la journée, une exposition de reliques de l'Abbé Perrot avait été installée dans la chapelle par M. Caouissin (voir photos plus bas).


Ha goude ?

Diaes-tre oa bet aozañ an devezh-se peogwir ne oa ket niverus an dud o kemer perzh. Ha bremañ eo ret en em c'houlenn :

Petra vo gaet e 2024 ? Piv a vo a-du da sikour deomp ? 

Skrivit deomp, mar plij, a-bouezh eo :

feizhabreizh.bzh@gmail.com


Et maintenant ?

Cette journée fut difficile à organiser car peu de personnes ont participé à l'organisation. Et maintenant il faut nous demander :

Que fera-t-on en 2024 ? Qui est prêt à nous aider ?

Ecrivez-nous, s'il-vous-plaît, c'est important :

feizhabreizh.bzh@gmail.com


















vendredi 28 avril 2023

Folennoù evit an oferenn / Feuilles pour la messe

 Folennoù a vo e Koat Kev evit heuliañ an oferenn met gallout a rit pellgargañ anezho :

Il y a aura des feuilles à Koat Keo pour suivre la messe mais vous pouvez les télécharger :



Ken dilun !


vendredi 21 avril 2023

Kounlid d'ar 1añ a viz Mae : perak eo bet dibabet an devezh-se ? Commémoration du 1er mai : pourquoi cette date ?

Perak eo bet dibabet ar C’hentañ a viz mae an devezh-se ?

Fellout a rae deomp aozañ an devezh-se en nevez-amzer evit ma vefe aesoc’h en em gavout er-maez. Karget e oa an deiziadurioù... Deiz gouel dedi iliz-veur Sant Kaourintin eo ar C’hentañ a viz mae en eskopti Kemper. Beleget e voe an Aotrou Perrot eno e 1903. 40 vloaz war-lerc’h e voe drouklazhet goude bezañ bet lidet oferenn gouel Sant Kaourintin e chapel Sant Kaourintin Toull-ar-Groaz.

Pourquoi avoir choisi le 1er mai pour cette journée  ?

Nous souhaitions organiser cette journée aux beaux jours pour qu’il soit plus facile de nous réunir en plein air. Le calendrier des uns et des autres était chargé… Le 1er mai est la fête de la dédicace de la cathédrale St Corentin dans le diocèse de Quimper. L’abbé Perrot y avait été ordonné prêtre en 1903. 40 ans plus tard, l’abbé Perrot tombait assassiné en revenant de dire la messe de la Saint Corentin en la chapelle Saint Corentin de Toull-ar-Groaz.






lundi 20 mars 2023

Prientiñ an devezh koun en enor an Aotrou Perrot e Koad Kev - Préparer la journée de commémoration en l'honneur de l’Abbé Perrot à Koat Keo

 Evel oa bet kemennet e miz C'hwevrer, un devezh koun e enor an Aotrou Perrot a vo d'an 1añ a viz Mae e Skrigneg.

Comme il l'avait été annoncé au mois de février, une journée de commémoration en l'honneur de l'abbé Perrot aura lieu le 1er mai à Scrignac.



Gallout a rit hiziv adwellout ar c'hantikoù a vo kanet e-pad an oferenn. Ar re a vank a vo ouzpennet a-benn nebeut.

Vous pouvez aujourd'hui réviser les cantiques qui seront chantés pendant la messe. Ceux qui manquent seront rajoutés bientôt.



Kantikoù :

1. Evel hon tadoù (nevez)





2. Kantik sant Josef


3. Gloar Deoc'h C'hwi


4. Kalon sakret Jezus


5. O aelez ar baradoz


6. Itron Varia Goat Kev


7. Da feiz hon tadoù kozh


8. Pedenn evit Breizh


9. Parce Domine


Oferenn an aelezMesse des anges :

Kyrie 

Gloria 

Kredo
 

Sanctus
 

Agnus 

Ite missa est
 


Trugarez vras d'ar re a gano ganeomp !

Un grand merci à ceux qui chanteront avec nous !

1/05/23 : Devezh koun en enor an Aotrou Perrot e Koad Kev e 2023 - Journée de commémoration en l'honneur de l’Abbé Perrot à Koat Keo





Brezhoneg - Français


80vet deiz-ha-bloaz drouklazh an Aotrou Perrot

80e anniversaire de l'assassinat de l'Abbé Perrot


Evel ma oa bet aozet e 2013, Breizhiz a aoz un devezh-koun e Skrigneg. Din ha speredel e vo en devezh-mañ en eñvor d'an Aotrou Perrot, lusket hor spered gant uhelvennad, "Feiz ha Breizh". (Ne vo ket un emvod politikel)

Comme il avait été fait en 2013, des Bretons organisent une journée souvenir, à Scrignac. Cette journée se veut spirituelle et digne, à la mémoire de l’Abbé Perrot et dans l'esprit de son idéal, "Foi et Bretagne". (ce ne sera pas une réunion politique)

D'al lun 1añ a viz Mae 2023 :

10 euremgav dirak ar Groaz ruz, kroaz e verzherinti war hent Lannuzon, tost da Gêrveguen, parking e kroazhent Lizikoad-bras. Ne vo aotreet nemet bannieloù ar Groaz-du hag ar Gwenn-ha-du.

11 eur, oferenn e chapel Koad Kev : stumm ordinal, ad orientem, e brezhoneg hag e latineg. Bez' vo levrigoù gant an droidigezh e galleg. Kasit ganeoc'h ho kadorioù-pleg.

Pedenn e-kichen ar bez : reatradenn an disakradur e 2018

- Pred 'e ti Mari glazioù' : degasit ho pred ganeoc'h eta.

- Divizoù (da resisaat)


E-pad an devezh : diskouezadur relegoù an Aotrou Perrot

(Ar c'hap hag ar vantell tarchet gwisket e-pad an drouklazh ha testoù all eus e verzherenti...)

Stalioù gant levrioù, kartennoù etc.

 

--------------------------------------------------

Le lundi 1er mai 2023

10 heures : rendez-vous à la Croix rouge, croix du martyre, route de Lannuzon, à côté de Gêrveguen, parking au carrefour avec Lizikoad-bras (seuls les Kroaz-du et les Gwenn-ha-du seront autorisés)

11 heures, messe à la chapelle de Koat Keo : forme ordinaire, ad orientem, en breton et latin. Des livrets avec la traduction permettront à tous de suivre. Prenez vos pliants.

Prière à la tombe : réparation de la profanation de 2018

Pique-nique (apportez votre nourriture)

Causeries (précisions ultérieurement)


Pendant la journée : ostension de reliques de l'abbé Perrot 

(la cape et le manteau tachés portés lors de son assassinat et d'autres objets témoins de son martyre)

Stands avec livres, cartes etc.

  

------------------------------


Skrivit din ma vo tu evidoc'h kemer perzh mar plij. Trugarez vras evit ho sikour ! Pedit ho mignoned a fiziañs !

Ecrivez-moi si vous pouvez participer s'il-vous-plaît. Merci beaucoup pour votre aide ! Invitez vos amis de confiance !



Evit kavout al lec'h evit en em gavout d'ar Groaz - Pour trouver le lieu du rendez-vous à la Croix

Daveennoù douaroniel - coordonnées géographiques :

48°25'25.3"N 3°39'03.7"W

Google map




jeudi 16 mars 2023

Kantik Itron Varia Goat Kev - Cantique Notre Dame de Koat Keo

 Ar c'hantik-mañ oa bet skrivet gant an Aotrou Perrot en 1933. Kanet e oa war an ton "Patronez dous ar Folgoat" e-pad ar pardon e Skrigneg.

Ce cantique a été écrit par l'abbé Perrot en 1933. Il était chanté sur l'air du cantique en l'honneur de Notre dame du Folgoet pendant le pardon à Scrignac.



Ur stumm all a zo war un ton all war al lec'hien Kan Iliz

Une autre version sur un autre air existe sur le site Kan Iliz


Kanet e vo ar c'hantik-mañ e Koat Kev d'an 1añ a viz Mae.

Ce cantique sera chanté à Koat Keo le 1er mai.

dimanche 12 mars 2023

Deiziadur beilhadegoù pediñ e sant Brieg - Calendrier des veillées de prière à Saint Brieuc





Beihadegoù aozet  d'an : 26-11  /  10-12  /  14-01  /  11-02  /  18-03  /  8-04 nullet/annulé : Veillées organisées


feizhabreizh.bzh@gmail.com