Gallout a rit en em skrivañ !
Vous pouvez vous inscrire :

Distaol betek fin ar miz Even. Promo jusqu'à fin juin.
Pedennoù - Prières : Me ho salud Mari (Je vous salue Marie) Hon Tad (Notre Père) Pedennoù gant pouez-mouezh Bro Dreger - Prières avec l...
An dibab a ran ac'hanoc'h, hiziv, o Mari,
a-wel da lez an Neñv en he fezh,
da Vamm ha da Itron din.
Diskregiñ a ran, etre ho taouarn,
ouzh o gouestlañ deoc'h,
gant ur soublidigezh hag ur garantez diharz
eus va c'horf ha va ene,
eus va madoù a-ziabarzh hag a-ziavaez,
ha zoken eus talvoudegezh va oberoù tremenet,
a-vremañ ha da zont,
en ur lezel ganeoc'h ar gwir klok ha divoulc'h
da ober ganin ha gant kement a zo din,
hep diskontañ netra,
hervez ma plij ganeoc'h,
evit brasañ klod Doue
e-doug an amzervezh hag ar beurbadelezh. Amen!