Article épinglé

Index - Meneger

Pedennoù -  Prières : Me ho salud Mari (Je vous salue Marie) Hon Tad (Notre Père) Pedennoù gant pouez-mouezh Bro Dreger - Prières avec l...

lundi 30 avril 2018

Pedenn da Galon Dinamm Mari - Prière au Cœur Immaculé de Marie



Pedenn da Galon Dinamm Mari
skrivet gant ar C’hardinal Sarah :

Gwerc’hez Vari santel-meurbet, Rouanez an Aeled hag ar Sent, hanterourez an holl c’hrasoù, war-dro Ho Kalon Dinamm e kavomp repu ha gwarez, rak hor Mamm oc’h. roit dimp evel ho peus hen prometet da dri fastorig Fatima, da c’houzout profañ bemdez hor buhez evit Silvidigezh ar bec’herien.
Ra dizho ho karantez vamm, ar c’halonoù kaletaet gant ar pec’hed, evit ma kavo kement den, savetaet gant gwad ho Mab skuilhet war ar Groaz, hent ar garantez, ar binijenn hag an adunvanidigezh gant Doue ha gant o breudeur. Neuze e c’hellimp kanañ holl a-gevret, hag a galon, trec’h ho Trugarez a vamm. Evel-se bezet graet.

O Mari koñsevet dinamm, pedit evidomp hag hon eus rikour warnoc’h




Prière au Cœur Immaculé de Marie
écrite par le Cardinal Sarah :

Très Sainte Vierge Marie, Reine des Anges et des saints, médiatrice de toutes grâces, nous trouvons refuge et protection auprès de Votre Coeur Immaculé, car vous êtes notre Mère. Accordez-nous, comme vous l’avez promis aux trois pastoureaux de Fatima, de savoir offrir chaque jour notre vie pour le Salut des pécheurs. Que votre amour maternel touche les cœurs endurcis par le péché pour que tous les hommes, sauvés par le sang de votre Fils versé sur la Croix, trouvent le chemin de l’amour, de la pénitence et de la réconciliation avec Dieu et avec leurs frères. Alors, nous pourrons chanter tous ensemble et d’un seul cœur le triomphe de votre maternelle Miséricorde. Ainsi soit-il.

O Marie conçue sans péché, priez pour nous qui avons recours à vous.


lundi 23 avril 2018

Roll ar veilhadeg d'an 28 a viz Ebrel - Programme de la veillée du 28 avril

1 : O Mamm a garantez

Evit deskiñ an pozhioù hag an ton - Pour apprendre les paroles et la mélodie : Site du Diocèse de Quimper

2 : Chapeled a c'hloar - Chapelet des mystères  glorieux

Evit deskiñ an pozhioù hag an ton - Pour apprendre les paroles et la mélodie : Site du Diocèse de Quimper
Kanet e vo ar c'hantik-mañ ha pedet ar chapeled e memes amzer.
Ce cantique sera chanté en même temps qu'on priera le chapelet.

Evit deskiñ ar pedennoù - Pour apprendre les prières :

Ar Gredo - le Credo : evit deskiñ - pour apprendre

Hon Tad - Le Notre Père : evit deskiñ - pour apprendre

Me ho salud Mari - Je vous salue Marie : evit deskiñ - pour apprendre

Klod d'an Tad - Gloire soit au Père : evit deskiñ - pour apprendre


3 : Pedenn ar Gensakridigezh da Varia Skrivet gant St Loeiz Grignon de Montfort :

An dibab a ran ac'hanoc'h, hiziv, o Mari,
a-wel da lez an Neñv en he fezh,
da Vamm ha da Itron din.
Diskregiñ a ran, etre ho taouarn,
ouzh o gouestlañ deoc'h,
gant ur soublidigezh hag ur garantez diharz
eus va c'horf ha va ene,
eus va madoù a-ziabarzh hag a-ziavaez,
ha zoken eus talvoudegezh va oberoù tremenet,
a-vremañ ha da zont,
en ur lezel ganeoc'h ar gwir klok ha divoulc'h
da ober ganin ha gant kement a zo din,
hep diskontañ netra,
hervez ma plij ganeoc'h,
evit brasañ klod Doue
e-doug an amzervezh hag ar beurbadelezh.  Amen!


Prière de consécration à Mariede Saint Louis-Marie Grignon de Montfort


Je vous choisis, aujourd’hui, ô Marie,  en présence de toute la Cour Céleste,  pour ma Mère et ma Reine. Je vous livre et consacre, en toute soumission et amour,  mon corps et mon âme, mes biens intérieurs et extérieurs,  et la valeur même de mes bonnes actions passées, présentes et futures, vous laissant un entier et plein droit de disposer de moi et de tout ce qui m’appartient, sans exception, selon votre bon plaisir,  à la plus grande Gloire de Dieu,  dans le temps et l’éternité. 

4 : Mari, Rouanez an neñvoù 

Evit deskiñ an ton - Pour apprendre la mélodie : Kan Iliz ha/et ar pozhioù/lesparoles

mercredi 4 avril 2018

Beilhadegoù pediñ e brezhoneg e Naoned - Veillées de prières en breton à Nantes


Beilhadegoù-pediñ e brezhoneg
er Chapel Maria krouet Dinamm


d’ar yaou 12 a viz Ebrel da 6 eur 30
d’ar sadorn 28 a viz Ebrel da 8 eur 30

straed Malherbe, Naoned (a-dreñv an Iliz Veur)

Folennoù divyezheg war al lec'h.
Pedennoù da zeskiñ amañ da heul.

Veillées de prières en breton
à la Chapelle de l’Immaculée

le jeudi 12 avril à 18h30
le samedi 28 avril à 20h30

rue Malherbe, Nantes (derrière la Cathédrale)

Feuilles bilingues à votre disposition.
Prières à apprendre ici à suivre.

Roll ar veilhadeg d'an 12 a viz Ebrel - Programme de la veillée du 12 avril

1 : Amañ pell diouzh an trouz

Amañ pell diouzh an trouz
Hag holl safar ar bed
Ar maezioù am c’helenn kenkoulz
Hag ar gouiziekañ doktored.

Gant fiziañs, an dañvad
A heuilh e c’houarnour ;
Me ’yelo gant Jezuz dalc’hmat
Ne heuilhiñ ket ar bed treitour.

Al laboused a gan
Meuleudi d’o c’hrouer ;
Evelto ’veulin hep ehan
Doue, va Mestr ha va Salver.

Pep tra ’vidoc’h eta,
Doue a garantez :
Poan, labour, melkoni ha joa
Hiziv hag e-pad va buhez.

Ici loin du bruit
Et des soucis du monde,
La campagne m’instruit bien mieux
Que les plus savants docteurs.

C’est avec confiance
Que l’agneau suit son berger ;
Sans hésiter, je suivrai Jésus,
Car le monde est bien trompeur.

Les oiseaux chantent
La louange de leur créateur ;
Comme eux, sans fin, je louerai
Dieu, mon maître et mon sauveur.

Je Vous offre tout,
Dieu de tout amour :
Peine, labeur, chagrin et joie,
Maintenant et pour toute la vie.

Evit deskiñ an ton - Pour apprendre la mélodie : Site du Diocèse de Quimper

2 : Chapeled ar joa - Chapelet des mystères  joyeux

Evit deskiñ an pozhioù hag an ton - Pour apprendre les paroles et la mélodie : Site du Diocèse de Quimper
Kanet e vo ar c'hantik-mañ ha pedet ar chapeled e memes amzer.
Ce cantique sera chanté en même temps qu'on priera le chapelet.

Evit deskiñ ar pedennoù - Pour apprendre les prières :

Ar Gredo - le Credo : evit deskiñ - pour apprendre

Hon Tad - Le Notre Père : evit deskiñ - pour apprendre

Me ho salud Mari - Je vous salue Marie : evit deskiñ - pour apprendre

Klod d'an Tad - Gloire soit au Père : evit deskiñ - pour apprendre


3 : Pedenn da Galon Dinamm Mari skrivet gant ar C’hardinal Sarah
     Prière au Cœur Immaculé de Marie écrite par le Cardinal Sarah 

4 : Ni ho salud Rouanez an Elez

Ni ho salud Rouanez an Elez,
C'hwi 'zo or Mamm, ar Vamm a drugarez,
Hon holl douster, buhez hag esperañs :
Ni ho salud gant ar vrasañ doujañs.

Deoc'h-hwi, Gwerc’hez, e kasomp hor pedenn,
ni divroet ha, siwazh ! Pec’herien ;
Ouzhoc'h, Gwerc’hez, e kriomp er bed-mañ
Hor c'hlevit-ni, bugale da Eva.

O Gwerc’hez Sakr, o Mamm garantezus,
Rouanez vat, Itron drugarezus,
Ni hoc'h asped, selaouit hor pedenn,
Ha ni d'hon tro ho meulo da viken.

Plijet ganeoc'h, Mamm Santel da Zoue,
Pediñ dalc’hmat evit ho pugale,
'Vit ma c'hellimp kaout perzh en holl grasoù
Gounezet deomp gant Jezuz, hon Aotrou.

Nous vous saluons Reine des Anges

Nous vous saluons, Reine des Anges,
Vous êtes notre Mère, la Mère de Miséricorde,
Notre douceur, notre vie, notre espérance :
Nous vous saluons avec le plus grand respect.

Vers vous, ô Vierge, monte notre prière,
Une prière d'étrangers et de pécheurs, hélas !
Vers vous, ô Vierge, notre cri en ce monde ;
Ecoutez la prière des enfants d'Eve.

O Vierge Sainte, ô Mère affectueuse,
Bonne Reine, Dame miséricordieuse,
Nous vous supplions, écoutez notre prière
Et, à notre tour, nous vous louerons à jamais.

Qu'il vous plaise, Sainte Mère de Dieu,
De prier toujours pour vos enfants,
Pour que nous puissions avoir part à toutes les grâces
Gagnées par Jésus notre Sauveur.


Evit deskiñ an ton - Pour apprendre la mélodie : Site du Diocèse de Quimper